Claude Michel (melldroader)

Eus Wikipedia
Claude Coco Michel

Claude Michel (Coco e lesanv) a oa ur melldroader breizhat, bet ganet d'ar 24 a viz Ebrel 1971 e Karaez-Plougêr.
Kreizer rastellañ (niverenn 6) e bost war an dachenn c'hoari e oa chomet e vicher-pad er c'hleub War-raok Gwengamp…ar pezh na vez ket diouzh ar c'hiz ken an deiz a hiziv.

E vicher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Erruet e oa e Gwengamp d'e 15 vloaz eus KS Rostrenenn. Eñ an hini eo en devoa merket ar pal a rae da Wengamp mont er 1 Rummad d'ar 27 a viz Mae 1995.

Kemeret en devoa perzh en e grogad kentañ er 1 Rummad d'an 19 a viz Gouere 1995 ouzh FK Martigues (2-0).

Siwazh dezhañ en devoa tennet e-maez diwezhañ tenn er pal da geñver gourfenn Kib vell-droad Bro-C'hall 1996-97 o lezel OJK Nisa da vezañ trec'h a-benn ar fin.

Evitañ da vezañ c'hoariet ouzhpenn 200 krogad n'en deus lakaet pal ebet er 1 Rummad.

D'ur 27 a viz Mae ivez, met e 2005 ar wech-mañ, en devoa graet e gimiad diouzh bed ar vell-droad a-vicher goude bezañ c'hoariet 7 koulzad er 1 pe 2l Rummad.

E vicher e kleub[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koulzad Kleub Rummad Krogadoù c'hoariet Palioù Kib Europa Krogadoù c'hoariet Palioù
1992/93 Gwengamp 2l Rummad 0 0 / / /
1993/94 Gwengamp National 31 0 / / /
1994/95 Gwengamp 2l Rummad 42 2 / / /
1995/96 Gwengamp 1 Rummad 32 0 / / /
1996/97 Gwengamp 1 Rummad 35 0 Kib Intertoto 2 0
1997/98 Gwengamp 1 Rummad 32 0 / / /
1998/99 Gwengamp 2l Rummad 24 1 / / /
1999/2000 Gwengamp 2l Rummad 36 2 / / /
2000/01 Gwengamp 1 Rummad 33 0 / / /
2001/02 Gwengamp 1 Rummad 29 0 / / /
2002/03 Gwengamp Kevre 1 35 0 / / /
2003/04 Gwengamp Kevre 1 33 0 / / /
2004/05 Gwengamp Kevre 2 23 0 / / /

E ditloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cheñch micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet da c'hourdoner ur skipailh re yaouank e Gwengamp da gentañ-penn, anvet e oa bet da eiler Patrick Remy er c'houlzad 2006/07 hag e penn-kentañ hini 2007/08 a-raok ma voe skarzhet ar gourdoner meur. Abaoe 2009 e ra war-dro eil skipailh War-raok Gwengamp.