Mont d’an endalc’had

Matmatah

Eus Wikipedia
Matmatah
Matmatah e festival Saarang 2005

Bro orin Breizh
Doare(où) Rock
Bloavezhioù oberiant Eus 1995 da 2008
Lec'hienn ofisiel myspace.com/matmatah

Izili Tristan Nihouarn, Cédric Floc'h, Éric Digaire, Benoît Fournier
Izili bet er strollad Jean-François Paillard

Matmatah zo ur strollad sonerezh rock bet krouet e Brest e 1995 p'o deus kejet Stan ha Sammy (hag a oa un duo anvet "Tricards Twins") gant Eric ha Fañch e tavarnioù Brest.

Stan eo a ginnigas an anv Matmatah evit ar strollad, en abeg d'ar gêriadenn-geviioù dunizian heñvelanvet, Matmata.

E miz Gouere 1997 e teuas er-maez o single gentañ, Lambé An Dro ha Les Moutons enni. Berzh a reas diouzhtu, plijout a ra ar rock gant ur son keltiek, 30 000 skouerenn a voe gwezhet.

Stan ha Sammy a vez oc'h ober abadennoù e tavarnioù Brest gant an anv Tricards Twins. Pa gejont gant Fañch hag Eric e stummont ur strollad nevez gant an anv Matmatah. Diazezet eo an anv-se war anv ur gêriadenn e Tunizia, Matmata, ma 'z ae Stan da vakañsiñ e-pad e yaouankiz. Savet eo ar gêr-se er roc'h penn-da-benn, ar ganaouenn Troglodyte (war ar bladenn La Ouache) a gomz anezhi. Met brudet eo kentoc'h ar gêriadenn-se evit bezañ degemeret an dro-filmañ Star Wars.

Pladennrolladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albomoù studio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fin ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 6 a viz Du 2007, goude 13 bloaz bezoud, ar strollad a lavar eo echu gant Matmatah : « aussi bien artistiques que professionnelles, chacun d’entre nous ayant pour désir de continuer différemment son aventure musicale », a ouzhpenn ar strollad, hag a reas memestra e dro e-pad ar goañv, evel ma 'z eo dleet betek ar 15 a viz Kerzu. Met ar strollad a lavar memestra e tistroio en hañv evit un nebeud abadennoù evit lavaret kenavo d'e arvesterien.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]