Teureug
Neuz
(Adkaset eus Teureuged)
- Evit implijoù all, gwelet Teureug (disheñvelout).
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Echinodermata | ||
Kevrennad : | Echinoidea | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An teureuged, pe kistin-mor ha korriged e lec'hioù zo, zo loened mor eus ar gevrennad Echinoidea, dezhe ur c'horf boulheñvel ha goloet a zrein lemm-pe-lemmoc'h. Bevañ a reont en holl vorioù ar bed. Pa vezont deuet d'o ment e vezont etre 3 ha 14 cm.
Divellkeineged mor int hag ezel int eus ar skourrad Echinodermata, anvet diwar ar gresianeg ekhinos, « draen » ha derma « kroc'hen ». Kar-tost int d'an anduilh-mor ha d'ar stered-mor.
Keureug
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E levrioù Jules Gros e kaver ur ger tost-kar:
- ui-keureug, uioù keureug
- keureka a vez graet eus an dastum anezho.