Ti-krampouezh

Un ti-krampouezh zo un ti, pe ur preti, ma c'haller debriñ krampouezh. Sellet e vez evel un arouez eus keginerezh Breizh. E Breizh-Uhel eo kaletezennoù kentoc'h a vez servijet, ha krampouezhennoù e Breizh-Izel, graet gant un toaz disheñvel. Kramprouezh gwinizh e vez servijet da zibenn-pred e pep lec'h avat. An dud zo kustum da evañ ur volennad chistr pe laezh-ribod gant o c'hrampouezhenn.
An "tri zra" (vi, morzhed-hoc'h, keuz) eo ar grampouezhenn vrudetañ, met kalz re all a zo. E-touez ar c'hrampouezhennoù sukret eo an "amann-sukr" an hini klaselañ.
Sevenadur ar vro a gaver un tammig en tiez-krampouezh, dre anv ar c'hampouezhennoù, ar sonerezh, ar c'hinkladur, anv ar preti a-wechoù hag a c'hall bezañ e brezhoneg (da skouer "Ti kozh").
Peurliesañ ne vez ket ken ker an tiez-krampouezh hag ar pretioù all. Stank int e Breizh met kavet int un tamm e pep lec'h en Europa hag er bed zoken. Ouzhpenn 4000 ti-krampouezh zo e Frañs[1].
- "Crêperie moderne" e kreiz-kêr Brest tro 1936.
- "An diskuizh" e Kemper.
- Un galetezenn gwinizh-du "tri zra".
- Krampouezh "da gas ganeoc'h" e Pariz.
- Un ti-krampouezh en Alamagn.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Teuliad frañchiz war lec'hienn www.observatoiredelafranchise.fr.