Ti kozh
Neuz
Ti kozh zo un anv a gaver er gorrlec'hanvadurezh vrezhonek, hag evit pretioù ivez. Ti coz ha Ty coz a vez skrivet e galleg alies.
- Ty Coz, unan eus leinoù ar Menez Du,
- Ty Coz, pe Ti kozh, ur c'horrlec'hanv e meur a gumun eus Breizh : Plougin, Dineol, Gwiler-Leon, Kastell-Paol, Kemper, Louergad,
- an Ti-koz, un ti savet e 1505 a-dreñv Iliz-veur Roazhon. Anvet eo bet diwar anv ar preti a oa eno gwechall, an Ty-Coz,
- anvioù boutin pretioù, tier-krampouezh ha tavarnioù, da skouer an Ty Coz un davarn e Montroulez hag an Ti-Coz ur preti hag un ostaleri e Kemper.