Louergad
Louergad | ||
---|---|---|
![]() Iliz katolik Itron-Varia an Erc'h e bourk Louergad. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Louargat | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Benac'h (betek 2015) Kallag (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22135 | |
Kod post | 22540 | |
Maer Amzer gefridi | Brigitte Le Guesclou-Godfroy[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwengamp | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 328 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 41 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 190 m bihanañ 100 m — brasañ 301 m | |
Gorread | 57,23 km² | |
kemmañ ![]() |
Louergad a zo ur gumun eus Breizh, e Treger, hag e kanton Kallag e departamant Aodoù-an-Arvor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bras-mat eo takad kumun Louergad, eus Sant-Eler en norzh betek Koad an Noz ha Koad an Hae er su. Er reter e kaver Menez Bre, uhelenn vrudet Bro-Dreger hag eno, ivez, emañ mammenn ar Gindi, hag a ra an harz etre Pederneg ha Louergad.
Kumunioù amezek :
Plûned; Bear; Pederneg; Treglañviz; Gurunuhel; Benac'h; Tregrom
Ar Yeodi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Gindi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù kozh :
- Louergat, 1160; Loeargal (= Loeargat), 1170; Loargart, c. 1330; Louargat, fin XIVvet, 1461; e brezhoneg Louargad, Louergad[3]
- Loergat, 1304; Loargat, 1330[4]
Lavaret ez eus e oa savet an anv diwar ur sant Ergad, met n'eus bet kavet roud ebet anezhañ er barrez.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez René Couffon, ar plou diazez Plouserf e oa enni : Louergat, Tregrom, Gurunuhel, Sant-Elar, Benac'h, Pont-Melvez.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emgann Louergad, d'an 30 a viz Eost 1799 etre ar Chouanted hag ar Republikaned.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel 1914-1918, gant 244 den marv (71 e Sant-Eler) abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 6,46 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911.
- Brezel 1939-1945 : 21 den marv (2 e Sant-Eler).
- Brezel Indez-Sina echuet e 1954 : 1 den marv.
- Brezel Aljeria (1954-1962): 3 den marv.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Menez Bre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
302 m a uhelder, war zouar ar barrez evit an hanter.
Peulvan Pergad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
10,30 m a uhelder ha 12,40 m a dro (?) e rez an douar, unan eus ar re vrasañ en Europa, hirie an eil e bro C'hall hag e Breizh.<re>Fernand Niel : Dolmens et Menhirs. Que sais-je ? n 764. PUF. 1966</ref>
Peulven Krec'h Even (toullet)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boul Kervikael[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meurvaen galian eus Oadvezh an houarn.
Iliz katolik Itron-Varia an Erc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tour eus ar XVIvet kantved;
Lennet e vez iliz Louergad a zo dindan anv : "Notre Dame des Neiges", deut diouzh "Itron Varia an Erc'h".
Anilis fabulae ! Komzoù se a zeu diwar ur stumm fall da lenn An Nec'h (cnech) = ar run, an dossenn = da lavarout, ken eeun ha tra, m'emañ Louergad e traoñ ar Menez-Bre.
Chapel ha kalvar Sant-Mikael[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chapel sant Yann ha sant Fieg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chapel sant Paol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chapel sant Jelvestr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mouden Penn ar stang[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
anvet « tumulus an Dosenn », 114 m (?) uhelder. Bet enrollet ar 27 Ebrel 1946
Maner ar C'hleuziou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved, a c'haller gweladenniñ e-pad an hañv (war c'houlenn)
- Menez Hogene, 304 m uhelder : « Lann Suplis », lec'h justis uhel hag izel, eno e veze lakaet an dud d'ar marv (kaset d'ar groug).
- Koad an Hae
Maner Plouserf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Feunteun sant Eler[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumant ar Re Varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
------------------
- E Boezinge (Flandrez Belgia) e voe staliet ur c'halvar (XVIvet kantved) eus Louergad evit enoriñ ar Vretoned marvet eno e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[5].
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre 1968-1990 e oa digresket ar boblañs eus 9%. Abaoe e kresk ar boblañs en-dro.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[6].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’ar 14 a viz Mezheven 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D’ar 6 a viz C'hwevrer 2012 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1998.
- E distro-skol 2022 e oa 64 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (27,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[7].
A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gouel ar Brezhoneg zo bet graet ur wech e Louergad.
- Loue (leue) Louergad: kunujenn.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1874 | Jean-Marie Scolan | Kuzulier-Departamant | ||
Yves-Marie Nicol | Kiger | |||
Robert Cozanet | Charkuter | |||
Mae 1966 | Meurzh 1995 | Henri Le Moil | kleiz diseurt | Kelenner |
Meurzh 1995 | Meurzh 2008 | Michel Guillou | distrollad | Frammad |
Meurzh 2008 | Meurzh 2014 | Gilbert Le Blévennec | Frammad | |
Meurzh 2014 | bremañ | Brigitte Le Guesclou-Godfroy | tu kleiz | Klañvdiourez |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Familh al Largez (aet da get), aotrouien al Largez, Germorvan, ha Gerdenole e Louergad. E ardamez : "en argant e leon geoted krabanet e gul, e gab e gul"
- Aotroù markiz Suffren a Sant-Tropez (1753-1821), aotroù Koad an Hay ha Germorvan e Louergad.
- Yann-Fañch Ar C'halvez, ganet e Louergad ar 15 C'hwevrer 1799, noter, kannad Aodoù an Hanternoz ouzh Stroll-lezennadur (13 Kerzu 1868 - 4 Gwengolo 1870); kuzulier jeneral, maer Gwengamp. Aet da Anaon e Gwengamp ar 5 Meurzh 1880
Levroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- René Couffon : Recherche sur les églises primitives. Bulletins et Mémoires. Société d'Émulation des Côtes du Nord. 1945-1946
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ [1]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- ↑ Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- ↑ Lec'hienn "chemins de mémoire" diwar-benn Kalvar Louergad Boezinge
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek