Kastell-Paol

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell-Paol
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
An iliz-veur ha chapel ar C'hreiz-kêr.
An iliz-veur ha chapel ar C'hreiz-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Pol-de-Léon
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Montroulez
Kanton Kastell-Paol (pennlec'h)
Kod kumun 29259
Kod post 29250
Maer
Amzer gefridi
Nicolas Floc'h
2014-2020
Etrekumuniezh KK Bro Leon
Bro velestradurel Bro Montroulez
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 6 607 ann. (2014)[1]
Stankter 287 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 10″ Norzh
3° 59′ 06″ Kornôg
/ 48.6861, -3.985
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 57 m
Gorread 23 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Kastell-Paol
Map commune FR insee code 29259.png

Kastell-Paol a zo ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Pennlec'h kanton Kastell-Paol eo.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dre gomz, er vro, e vez berraet alies an anv e "Kastell" hepken.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [2].

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1978.
  • E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 125 skoliad (20,7% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blason (fr) Saint-Pol de Léon.svg «Rannet: ouzh 1, en aour e leon kudennek o terc'hel ur gammell eskob en gul; ouzh 2, en erminig, karget gant ur gouezoc'h en sabel lagadet ha stilhonet en argant, gwakoliet gant ur gurunenn en aour; o skorañ un tour en gul tourigellet a deir fezh ouzh konk a-zehoù.»
  • ger-ardamez: Non offendo sed defendo

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus "parrez ar Groaz" (e Kastell bremañ), Guillaume Moul, menajer, hag un den anvet Péron (graet e veze Calais ha Saint Paul dioutañ ivez), goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz-veur Kastell-Paol, an iliz-veur giz c’hotek Paol Aorelian, ur vazilikenn a eil renk a vez garaet anezhi ivez iliz ar C’hemenn da Varia, a voe war aspadennoù un iliz-veur roman eus an XIIvet kantved. Enni ez eus un nev heverk eus an XIIIvet kantved e maen-raz eus Caen, hag a zo dibar pe dost e Breizh, hag ur c’heur e greunit eus ar XVvet kantved.
  • Chapel Itron-Varia ar C'hreiz-kêr (XIVvetXVvet kantved, a sav he c'horzenn betek 80 m pe dost, zo dezhi unan eus ar c'hloc'hdioù uhelañ eus Breizh hag unan eus ar skouerioù kaerañ eus ar c'hloc'hdioù dantelezet. Gant he nouspet toull-penestr warn-ugent n'en deus ket an avel a grog enni. Adsavet e voe goude tan-gwall 1375, gant un tisavour saoz, hervez kont.
  • Kloc'hdi chapel Sant Jozef, warnañ ar bloaziad 1716, a zeu eus chapel-gouent an Ursulinezed, a oa un dek metr bennak pelloc'h gwechall. Amañ e oa bet kaset hag adsavet ar c'hloc'hdi, dezhañ 33 m uhelder, war chapel Ti Retredidi beleien an eskopti. Hounnezh, bet staliet e domani maner Kerguz, ouzhpznn 4 hektar dezhañ, a oa bet anvet Bel Air e-pad pell amzer, abalamour ma oa kaer ar gwel war ar mor alese. Ar chapel a dakveze d'ober lidoù kañv. Adkempennet e oa bet er bloavezhioù 70 ha kadorioù-kloz kaer he deus, un aoter bras-divent e marmor hag ur c'hantolor-skourret brav-meurbet hervez giz an Arz-kinklañ.
Aerouant war ti ar Chalonied
  • Ti ar Chalonied, ur bravig eus savouriezh an Azginivelezh, a voe savet gant ar chaloni Ricard war-dro 1530. Ur c'hloastr a gase ac'hann d'an iliz-veur. Setu perak e oa bet roet an anv "ar C'hloastr Bihan" d'ar blasenn a zisparti anezho. Kornioù tal an ti, kinklet gant ul leon hag un aerouant, zo aroueziet ganto e oa stag ar chaloni diazezer war un dro ouzh ar geoded (arouez Bro-Leon eo al leon) hag ouzh an iliz. An dourell zo enni ur viñs kaer-kenañ.
    An ti a voe lakaet seziz warnañ e-pad an Dispac'h Bras hag a voe treuzfurmet e 1791, hag evit un dek bloavezh bennak, e skol vroadel an hidrografiezh ma veze stummet skolidi eus ar Verdeadureh Kenwerzh. Goude-se e voe perc'hennet gant e-leizh a dud lerc'h-ouzh-lerc'h, en o zouez ur marc'hadour gwin hag en doa engravet e anv ("Sou") war skoed-ardamez an talbenn. En ti, perc'hennet gant ar gumun, e vez degemeret ingal diskouezadegoù arz.
Ar Feunteun Lenn ar Gloar
  • En deroù e oa ar feunteun Lenn ar Gloar en anv an eskob kentañ, Sant-Paol, en dije benniget anezhi pa oa degouezhet e kêr er VIvet kantved. Morse n'eo bet gwelet o vont da hesk, ha pa vefe pennnadoù sec'hor bras.
    Ar feunteun sakr a red an dour anezhi betek ar poull-kannañ zo e-kichen, zo ur c'hustod a-zioc'h dezhi gant un delwenn eus ar Werc'hez hag he Bugel e maen kersanton eus ar XVIvet kantved. E-pad pell amzer e veze graet ur Pardon eno bep bloaz d'ar 15 a viz Eost/ Brudet eo evel feunteun bareañ : nammidi ha klañvourien a-leizh o dije adkavet ar pare alied dre skuilhañ an dour-se war o c'horf.
    Straed ar Poulloù-kannañ zo bet, e-pad pell, unan eus hentoù pennañ ar gumun. Evit mont e kêr, e tremene an dud (hag ar rederigoù eus an XIXvet kantved) dre un hent kammigellek adalek ar C'hreiz-kêr evit en em gavout er straed-se. Ul lec'h-arsav evit ar c'hezeg-post oa al leti e-kichen.
    Ar poulloù, a-raok talvezout da gannañ al lienaj-ti, a veze implijet evit gwennaat an neudennoù lin hag ivez evit naetaat kouraihoù kigerezhioù ru an Eskern (Rue aux Os/ e galleg deuet da vezañ /rue aux Eaux/ hiziv an deiz !).
Ar Feunteun Sant-Rok
  • Adsavet e voe feunteun Sant-Rok e 1897 pa voe digoret an hent a gas eus ar Gar da Liorzh kastell ar Gernevez. Kinklet eo gant ardamezoù an tiegezh Budes : "en argant gant pin geoted, hebiaet gant div flourdilizenn en gul". Warni emañ ar ger-ardamez "Superis victoria faustis". N'eus delwenn sant ebet ken.
    Soñj a zegas ar savaduig greunit e oa liammet strizh al lec'h, geuniek ha distro kër, ouzh anv sant Rok, gwarezer an dud klañv gant ar vosenn. Rak meur a wech e voe skoet kêr gant reuziadoù bosenn er Grennamzer. Ur "c'hlañvdi", da lavaret eo ur gêriadennig tiez-soul bihan, a roe bod d'an dud klañv gant ar vosenn, al lorgnez ha pariaed all evel ar "gakouzien" deuet eus Spagn a veze difennet outo ober micher all ebet estreget hini ar gordennerien. Ganto e veze gweet kerdin evit kieier ar chapelioù tro-dro ha rankout a raent ivez pourchas ar re graet evit... krougañ an dorfedourien.
    Ur chapel Sant-Rok, kouezhet en he foull hiziv an deiz, a voe savet e 1632 er c'harter-se, anvet ivez ar "Vadalen", evit degemer pedennoù an dud klañv. Gwelet a reer ar chapel-se en diabell war livadur ar Rozera en iliz-veur.

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 1 (Morlu)
Hollad 1

Martolod e oa. Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed, d'an 29 a viz Du 1940[6].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud liammet gant kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Kêr Abaoe
Flag of Catalonia.svg Broioù Katalan Benicarló 2013

Divodet eo bet ar gevelliñ gant Penarth e Kembre.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. Ofis Publik ar Brezhoneg
  4. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  5. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 47
  6. Commonwealth War Graves Commission