Pour
Neuz
| Allium porum | |
Pourennoù | |
| Rummatadur klasel | |
| Riezad | Plantae |
| Isriezad | Tracheobionta |
| Skourrad | Magnoliophyta |
| Kevrennad | Liliopsida |
| Iskevrennad | Liliidae |
| Urzhad | Liliales |
| Kerentiad | Alliaceae |
| Genad | Allium |
| Anv skiantel | |
| Allium porum L., 1753 | |
| Rummatadur APG III (2009) | |
| Urzhad | Asparagales |
| Kerentiad | Amaryllidaceae |
| Iskerentiad | Alliodeae |
Ar pour (anv skiantel : Allium porrum L pe Allium ampeloprasum L.) zo plant geotennek daouvloaziek a vez gounezet evit o delioù gwenn ha glas debret evel legumaj.
Kar eo ar pour d'ar c'hignen ha d'an ognon.
Poazhet e vez o delioù. Debret e vezont e soubennoù, e saladennoù, e meuzioù tomm a bep seurt, ragout, kichennoù, tartezennoù, kreienadoù...
Abaoe an Henamzer e vezont debret. Eus broioù ar Mor Kreizdouar int bet ledet dre Europa a-bezh ha pelloc'h.
