Yod kerc'h
Neuz
Evit ar gelaouenn, gwelet Yod-Kerc'h.
Yod kerc'h zo ur meuz a veze debret kalz gwechall e Breizh. Aozet e veze gant bleud kerc'h, holen ha laezh pe dour.
Gwechall e veze dav arsilañ ar bleud kerc'h da gentañ. Lakaet e veze da c'hlec'hiañ un nozvezh-pad da vihanañ, ha tamouezet goude. Poazhet e veze dre laezh pe zour. Er gaoter e veze troet ar yod gant ur vazh graet evit se, ar vazh-yod. Bremañ e vez kavet yod kerc'h prest er stalioù.
Debret e vez gant un tamm amann teuz. Sistr pe laezh ribot a ever da heul peurliesañ.
Fardañ yod kerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bleud kerc'h zo bet lakaet da c'hlec'hiañ e-pad an noz. Ur banne bier zo bet ouzhpennet evit lakaat da c'hoiñ.
- Bleud ha dour zo o vont da vezañ silet.
- Silañ yod gant ur sil tanav.
- Ar gwaskin eo ar brenn kerc'h a veze roet d'ar moc'h en deiz war-lerc'h.
- An dour ha bleud kerc'h zo lakaet war an tan. Gant ar vazh-yod e vez mesket.
- Mesket e vez gant ar vazh-yod e-pad tri c'hardeur.
- Fetisaat a ra ar yod bep a damm.
- Fetis-mat eo ar yod, prest da vezañ tennet diwar an tan.
- Ouzh taol !