Kerc'h
| |||||
|---|---|---|---|---|---|
| Avena sativa | |||||
| Rummatadur Cronquist | |||||
| Riezad : | Plantae | ||||
| Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
| Kevrennad : | Liliopsida | ||||
| Urzhad : | Poales | ||||
| Kerentiad : | Poaceae | ||||
| Genad : | Avena sativa | ||||
| Anv skiantel | |||||
Avena sativa
L. (1753) | |||||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||||
Ar c'herc'h a zo un ed eus kerentiad ar poaceae. Tra ma c'hell an dud e zebriñ e implijer da voueta al loened-feurm. Kenaozañ un darn vras eus boued ar c'hezeg.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hendad avena sativa a zo ar gerc'henn ouez Avena sterilis. War a seblant e kreske hendadoù avena sterilis er C'hresk Frouezhus. Ar stumm-feurn na zeu war well nemet diwezhat a-walc'h, en Europa Oadvezh an Arem, avat. Evel ar segal e teu ar c'herc'h eus ur c'heotenn fall a greske asambles gant ar gwinizh, moarvat. Pa dizh al labour-douar rannvroioù ma veze gleboc'h an hin ez eas da zezenusoc'h an doareoù geot fall-se hag evito o-unan e voent gounezet[1]
Gounederezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Produerien kerc'h vrasañ — 2005 (milion ton) | |
|---|---|
| 5.1 | |
| 3.3 | |
| 1.7 | |
| 1.3 | |
| 1.2 | |
| 1.1 | |
| 1.0 | |
| 0.8 | |
| 0.8 | |
| 0.8 | |
| Bed a-bezh | 24.6 |
| Source: UN Food & Agriculture Organisation (FAO)[2] | |
Gounezet e vez kerc'h e kement lec'h ma vez klouar an hin. Nebeutoc'h a dommder en devez ezhomm e-pad an hañv eget an edoù arall ha gwelloc'h e c'houzañvont ar glav. Pouezus eo neuze er rannvro ma vez gleb ha yen an hañvezhioù, evel e gwalarn Europa. Betek en Island e c'hounezer kerc'h. Hadet e vez e-pad an nevez-amzer pe e-pad an diskar-amzer
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Zhou, X., Jellen, E.N., Murphy, J.P. 1999. Progenitor germplasm of domesticated hexaploid oat. Crop science 39: 1208-1214
- ↑ Major Food And Agricultural Commodities And Producers - Countries By Commodity
- Gauldie, Enid (1981). The Scottish Miller 1700 - 1900. Pub. John Donald. ISBN 0-85976-067-7.
Ed |
|
|---|---|
| Amarant · Heiz · Gwinizh-du (ed-du) · Fonio · Daeroù Job · Kañiwa · Maiz · Mell · Kerc'h · Kinoa · Riz · Segal · Sorgo · Yell · Tritikal · Tef · Riz Gouez · Gwinizh |