Yell

Eus Wikipedia
Yell
Triticum spelta
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Liliopsida
Urzhad : Poales
Kerentiad : Poaceae
Genad : Triticum
Anv skiantel
T. spelta
L. 
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar yell (Triticum spelta) a zo ur spesad gwinizh, bet a-bouez adalek oadvezh an arem betek ar Grennamzer. Hiziv an deiz e vez gounezet c'hoazh e-kreiz Europa da skouer. Gwelet e vez gant reoù 'zo evel un isspesad eus ar gwinizh (Triticum aestivum).

Daou zoare yell zo : ar yell bras (Triticum spelta) hag ar yell bihan (Triticum monococcum).

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur spesad hekzaploïd eo ha diskouezet eo bet gant ar genetik eo un hiron eus ur spesad ed all hag ar geot Aegilops tauschii. Er Reter Nesañ eo c'hoarvezet ar paradur-mañ moarvat rak tu-se e kresk Aegilops tauschii. C'hoarvezout a reas an dra-se kent donedigezh war-wel gwinizh boutin, war-dro 8000 bloaz'zo.

Boud produet a c'hell dre ur paradur etre Triticum dicoccon ha gwinizh boutin met goude paradur ar gwinizh tetraploid gant Aegilops cylindrica. Dre ar seurt paradur-se e oa bet krouet en Europa rak kalz diwezhatoc'h e teu war-wel er c'hevandir-se eget en Azia. Harpañ a ra enklaskadennoù genel nevez ar vartezadenn-mañ[1] met n'eo ket skler c'hoazh hag en-deus ar yell daou orin pe unan nemetañ[2],[3]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouez a ra an arkeologiezh e oa yell e Treuzkaokazia er pempvet milvad kent Jezuz-Krist Dija met en Europa eo e oa boutinañ[4] Kavet e oa bet restachoù a yell e lec'hiennoù eus nevezoadvezh ar maen (2500 - 1700 kt J-K) e Kreiz-Europa[4],[5] E-pad prantad an arem en em skrignas e-barzh an holl gevandir hag e-pad prantad an houarn e oa an ed pouezusañ e su bro Alamagn hag e Preden[6]

E-pad ar Grennamzer e veze gounezet e Suis, Tirol ha su Alamagn. Enbarzhiet e voe en Amerika er bloavezhioù 1890 met erlec'hiet e voe e-pad ar XXvet kantved gant ar gwinizh. Implijet eo gant al labour-douar bevoniel, avat, rak n'en-deus ezhomm eus kalz temz.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Blatter RH, Jacomet S, Schlumbaum A (2004). About the origin of European spelt (Triticum spelta L.): allelic differentiation of the HMW Glutenin B1-1 and A1-2 subunit genes.. PubMed. Kavet : February 14, 2006.
  2. Blatter,R.H. et al. (2004). "About the origin of European spelt (Triticum spelta L.): allelic differentiation of the HMW Glutenin B1-1 and A1-2 subunit genes" (html).
  3. Ehsanzadeh, Parviz (1999). "Agronomic and Growth Characteristics of Spring Spelt Compared to Common Wheat" (pdf).
  4. 4,0 ha4,1 Cubadda, Raimondo and Marconi, Emanuele (2002). "Spelt Wheat in Pseudocereals and less Common cereals: Grain Properties and utilization Potential (eds. Belton, Peter S.; Taylor, John R.N.)" (html).
  5. Akeret, Ö. (2005). "Plant remains from a Bell Beaker site in Switzerland, and the beginnings of Triticum spelta (spelt) cultivation in Europe" (html).
  6. Cubadda, Raimondo and Marconi, Emanuele (2002). "Spelt Wheat in Pseudocereals and less Common cereals: Grain Properties and utilization Potential (eds. Belton, Peter S.; Taylor, John R.N.)" (html).