Mont d’an endalc’had

Gwinizh-du

Eus Wikipedia
Gwinizh-du
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Urzhad : Caryophyllales
Kerentiad : Polygonaceae
Genad : Fagopyrum
Anv skiantel
Fagopyrum esculentum
Moench 
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar gwinizh-du (distaget [ˌgwinisˈtyː], [ˌgɥinisˈtyː], pe [d͡ʒɥinɛxˈtyː]), pe ed-du (distaget [eˈtyː]), Fagopyrum esculentum, a zo ur blantenn gounezet hag a renker e familh ar poligonakadezed. Gwelet eo evel unan eus an edoù (el liester e vez lavaret an ed-du), met n'eo ket ur geoteg evel an ed all.

Anvet eo ar sarrazin e galleg hag an trigo sarraceno e spagnoleg ha portugaleg, rak anavezetoc'h eo bet e Kornôg Europa e mare an aloubadegoù arab (VIIIvet kantved goude Jezuz-Krist) pa oa boued pennañ al luioù muzulman (sarrazined a veze graet anezho ivez).

Astenn gounid an ed-du

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare Oadvezh an Houarn e oa erruet en Europa o tont eus Azia. Gounezet e vez e Sina e-leizh. Mat eo dezhañ an douaroù trenk evel ma vez kavet en tiriadoù vulkanek hag herkinek. N'en deus ket ezhomm eus un douar strujus ha gellout a reer silañ anezhañ en ur sistem treiñ-eostoù pa chom an douar-tomm "naetaet" goude an eost. Ur gounid ha n'en deus ket ezhomm d'ober kalz war e dro p'emañ en e gresk ha setu perak eo bet gounezet e-leizh e broioù paour evel m'eo bet lodennoù bras Breizh eus ar XVIvet kantved betek kreiz an XXvet kantved.

Implijet e vez bleud graet gant greun ar gwinizh-du evit fardañ krampouezh ha yod ivez (fardet e vez gantañ ur polenta du e Bro-Italia).
Evit kaout bleud eo ret malañ ar greun, met pa ne veze ket ar bleud da vezañ miret e-pad pell e veze kustum ar gouerien da fardañ kementadoù bihan gant milinoù da vezañ lakaet da vont en-dro gant an dorn. Implijet e vez ivez evit fardañ boued ar moc'h hag ar yer.

Bleuñv gwinizh-du

Kreskiñ a ra buan ar gwinizh-du ha plijout a ra dezhañ douaroù paour ha trenk. Ret eo dezho bezañ dizouret mat, avat. Un dreistmuzul a demz a vez o vihanaat an ampledoù. Kizidik eo ar blantenn ouzh ar wrez ha ret eo, e hinadoù tomm, hec'h hadañ diwezhatoc'h er mare-bloaz.

A-wechoù e vez talvoudekaet evel un temz glas pe evit gwareziñ an douaroù a-enep ar c'hrignerezh.

Spletoù e-keñver ar magadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degas a ra magneziom, fosfor, houarn, fluor ha kalsiom pa vez debret. Aes eo da enteuziñ pa endalc'h proteinoù (10%) enno trenkennoù aminek a-bouez : lizin, arginin, kistin... ha dreist-holl triptofan. Pa n'endalc'h gluten ebet eo mat evit ar re o deus allergiezhioù.

  • kalavr a vez graet eus ar plouz ed-du
Produadur gwinizh-du er bed a-bezh
(s : ditour amofisiel — e : istimadur — a : savet diwar ditour ofisiel hag istimadur)
Hervez: stadegoù FAO [1]
Gwinizh-du Gorread
(hektarioù)
Askorad
(kantolzioù/hektar)
Produadur
(tonennoù)
Had
(tonennoù)
Broioù 2005 2007 2005 2007 2005 2007 2005
Rusia 833 600 1 305 000 7 265 e 7 700 e 605 640 1 004 850 69 500 s
 Sina 834 000 e 900 000 e 8 992 8 888 750 000 e 800 000 e 87 570 e
Banniel Ukraina Ukraina 396 200 237 000 6 933 e 6 751 e 274 700 160 000 20 500 s
Bro-C'hall Bro-C'hall 36 593 32 945 33 945 e 35 558 e 124 217 117 148 3 293 e
Banniel Polonia Polonia 67 531 90 000 e 10 675 e 9 777 e 72 096 88 000 e 5 500 e
Banniel Kazakstan Kazakstan 55 000 142 600 10 545 e 5 610 e 58 000 s 80 000 e 3 200 s
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 65 000 e 68 000 e 10 000 e 10 000 e 65 000 e 68 000 e 2 600 e
 Brazil 46 000 e 48 000 e 10 869 e 10 833 e 50 000 e 52 000 e 2 760 e
Banniel Japan Japan 44 700 44 600 e 6 979 e 7 623 e 31 200 34 000 e 1 341 e
Lituania Lituania 28 400 21 700 5 528 e 9 631 e 15 700 20 900 2 500 e
Banniel Belarus Belarus 7 106 11 500 10 227 e 11 304 e 7 268 13 000 1 000 e
Latvia Latvia 10 400 13 000 e 9 519 e 6 307 e 9 900 8 200 e
Banniel Bhoutan Bhoutan 4 500 e 4 600 e 14 888 e 14 782 e 6 700 6 800 e 360 e
Banniel Sukorea Sukorea 2 257 2 650 e 9 937 e 11 320 e 2 243 3 000 e 90 e
Kanada 4 000 2 000 11 500 e 11 500 e 4 600 2 300 300 e
Banniel ar Republik Tchek Republik Tchek 1 000 e 20 000 e 2 000 e 26 e
Slovenia Slovenia 811 809 17 916 e 9 406 e 1 453 761 52 e
Hungaria Hungaria 752 800 e 6 156 e 5 000 e 463 400 e 60 e
Estonia Estonia 676 314 7 174 e 9 554 e 485 300
Slovakia Slovakia 461 500 e 8 872 e 6 000 e 409 300 e
Banniel Moldova Moldova 2 811 7 200 e 3 429 e 416 e 964 300 e 252 e
Banniel Kirgizstan Kirgizstan 378 600 e 9 179 e 8 333 e 347 500 e
Banniel Suafrika Suafrika 1 000 e 1 000 e 3 000 e 3 000 e 300 e 300 e 65 e
Kroatia Kroatia 45 e 31 111 e 140 e 2 e
Banniel Jorjia Jorjia 100 e 100 e 10 000 e 10 000 e 100 s 100 e
Bed a-bezh 2 443 321 a 2 934 918 a 8 529 e 8 385 e 2 083 925 a 2 461 159 a 200 974 a

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]