Yar
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ar yar eo
- anv an evn a vez savet evit he vioù, parez ar c'hilhog, gwelout yar (evn)
- an anv roet da evned all eo: ar yar-zour, ar yar-Indez (pe yar-Spagn), ar goadyar, ar c'heotyar, ar yar-ouez
- an anv roet d'ur pesk, ar yar-vor, anvet evel-se dre ma vez klevet o sklokal
- anv ur stêr e Treger, ar Yar (stêr)
Yarig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar ar ger yar eo savet yarig a gaver e meur a anv:
- e Yarig-hec'h-evned pe Yarad-Poñsined, pe ar Yarig Wenn he c'hwec'h evn, stered a vez graet ar Pleiadezed anezho ivez;
- e yarig-Doue, pe yarig an aotrou Doue, un amprevan anv roet d'ur c'hwil anvet ivez buoc'hig-Doue;
- e yarig-an-hañv, anv all ar valafenn.
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yar a vez graet eus traoù all ivez ha n'int ket nag evned na loened:
- yarañ zo kluchañ evel ur yar
- ul lagad-yar, pe lagadenn-yar (anvet ivez lagad-bran), anv ar galedenn etre daou viz-troad.