Yare
Neuz
Ar Yare zo ur stêr eus Bro-Saoz, e Norfolk.
Eieniñ a ra er c'hreisteiz da Dereham e Norfolk. Redek a ra war-zu ar reter, tremen er c'hreisteiz da gêr Norwich, ma kej gant ar stêr Tiffey, ha redek pelloc'h war-zu Mor an Hanternoz. Pelloc'h e resev dourioù ar stêrioù Wensum, Chet, Bure ha Waveney. En em deurel a ra e Mor an Hanternoz e Gorleston-on-Sea e-kichen Great Yarmouth.
Bigi bihan a c'hall mont war ar Yare, eus ar mor betek Norwich. Gwechall e veze implijet kalz an hent-dour-se da gas marc'hadourezh eus Mor an Hanternoz betek Norwich.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En amzer ar Romaned e oa anvet *Gariennus, hervez a lenner e Ptol II,3,4 : GARIENNO FLUVII OSTIA[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982. pp. 366-367