Kalsiom
Aller à la navigation
Aller à la recherche
|
Ar c'halsiom, pe kalkiom[1], a zo un elfenn gimiek, Ca eo e arouez kimiek hag 20 e niver atomek. 40.078 eo e vas atomek. An izotopoù a gaver an aliesañ eo ar Ca-40 hag ar Ca-44. Ne vez ket kavet en un doare pur en natur. Ar pempvet elfenn a gaver ar muiañ e pluskenn an Douar eo (en tu-hont da 3%) hag hollret eo evit an danvez organek : an eskern, an dent, ha kregin an uioù.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |