Bezhin
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Bezhin, e biologiezh vor,a vez graet eus kement seurt goumon a zo, pe algae, o kreskiñ er mor, o vezañ lieskelligek ha makrotallek pe gant treujoù bras, o tiforc'hañ bepred diouzh ar re vikroskopek dre o ment[1]. Kalz a fikologourien a vez gwelloc'h gante implijout ar ger mikroalgae evit ar re vikroskopek ha makroalgae e-lec'h ar gerioù "goumon" pe "vezhin"(Daveoù a vank).

Renket e vez ar bezhin hervez o liv pe kompozadur an danvez a ro liv dezhe, da lavarout eo, bezhin gell pe Faeofita, bezhin ruz pe Rodofita ha bezhin glas pe Klorofita. Un toullad spesadoù kianobakteria evelkent a c'hell bezañ lakaet e-touez ar bezhin. Arabat faziañ gant ar bezhin o lakaat anezhe asambles gant geotennoù a gaver war vord ar mor evel ar morgeotennoù hag a zo anezhe plant gwazhiennek, pe c'hoazh louzoù, ha kazi louzoù fall, a vez bleuñv enne. N'eus forzh bez' ez int lod eus henekosistemoù morel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet eo bet un amzer ma ne oa ket deuet mat studiañ ar bezhin, kement ken o devoa an dud heug zoken gant skiantourien an XIXvet kantved[2].
Framm ha natur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Neuz ar bezhin a c'hell tennañ a-wechoù da hini ar plant douar nann-gwezek.
- Tallenn pe Thallus : korf ar vezhinenn. Ar galkudenn hag an dalienn asambles. Ur benveg bouedañ eo an dallenn, ha koulskoude eo heñvel-mik o zaliennoù ouzh gwir zelioù daoust ma n'int ket e gwirionez (Delesseria sanguinea).
Ar gouennañ, dibar ha gant doareoù disheñvel eus an eil gouenn bezhin d'eben, a c'hell bezañ pe sekset pe ansekset.
Ekologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a c'hraer a zo ret kaout a-benn lakaat bezhin da greskiñ. Setu un toullad :
- An isgwiskad pe gwiskad-dindan (douar laosk, traezh, karreg...)
- Fiñverezh an dour
- Ar sec'hor hag ar sec'herezh
- An temperadur
- Ar paoter-holen
- pH an dour
Implijoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bezhin a vez implijet evit teilañ an douar.
Adalek fin an XIXvet kantved betek ar bloavezhioù 1950 e veze graet iod gant bezhin. Gant an iod da skouer, e veze graet louzeier da lakaat war ar goulioù. Ar bezhin a veze lakaet da sec'hañ war an tevenn. Goude-se pa oa sec'h mat ar bezhin, e veze lakaet da zeviñ e-barzh en ur forn kleuziet e-barzh an tevenn. Mein greun az ae da ober ar forn. Ur wech devet ar bezhin e veze tennet diouzh ar forn an torzioù soud ha kaset d'an usin. Chom a ra dilec'hioù fornioù bezhin war vord ar mor.
Implijet e vez bezhin e-leizh evel boued gant pobloù bord ar mor dre ar Bed, dreist-holl e broioù evel Japan ha Korea, met ivez e China, Vietnam, Indonezia, Filipinez, Perou, Taiwan, Proviñsoù Atlantel Kanada, Skandinavia, Iwerzhon, Kembre, Breizh, Bro-Skos, ha kalz a lec'hioù all evel-just. E Groe e vezent implijet d'ober tan ; graet e veze bihin-tan anezhe[3]. Ar pioka (Chondus crispus, dreist-holl) a veze implijet evit ober yod. Ne ket sur e veze debret ar bezhin gant an dud. E Bro-Iwerzhon hag e Bro-Skoz e veze debret an tellesk (Palmaria palmata).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lewis, J.R. 1964. The Ecology of Rocky Shores. The English Universities Press Ltd.
- (fr) Cabioc'h J., Floc'h J.-Y., Guide des algues de mers d'Europe, 2006, Les guides du naturaliste, Delachaux et Niestlé.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Seaweed Site, titouroù klok war ar bezhin ha biologiezh ar bezhin.
- AlgaeBase, un diaz titouroù klok-tre war anvioù ar bezhin, gant skeudennoù en dour dous, er mor ha zoken ar re a gresk war an douar, hag al louzoù mor. 10 000 gwech bemdez e teu tud da glask traoù war al lec'hienn-mañ.
- Les algues alimentaires de Bretagne
- Bretagne Environnement, komzet e vez eus dastum bezhin e Breizh.
- Marine Life Amañ ez eus ur bern titouroù skiantel war ar seurtoù bezhin.
- Botania Evit klask anavezout seurtoù bezhin.
- NCBI PubMed Search , war implij ar bezhin evit ar yec'hedoniezh.
- Seaweed Research Links, Kalz a liammoù gant lec'hiennoù war an enklaskerezh.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Smith, G.M. 1944. Marine Algae of the Monterey Peninsula, California. Stanford Univ., 2nd Edition.
- ↑ Gwelout Landsborough, D., A Popular History of British Seaweeds, 1857.
- ↑ La Croix de l'Ile de Groix, 26a viz Even 1891