Groe
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793
Groe | ||
---|---|---|
![]() Porzh Tudi. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Groix | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | an Oriant-2 | |
Kod kumun | 56069 | |
Kod post | 56590 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Yvon 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | http://www.groix.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 249 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 152 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 47 m bihanañ 0 m — brasañ 48 m | |
Gorread | 14,82 km² | |
kemmañ ![]() |
Groe zo ur gumun eus kanton an Oriant-2, en Enez Groe, e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"rannet :
- d'ar 1 : en arc'hant, e bemp brizhenn erminig e sabel lammellet; - d'an 2 : e glazur vag pesketañ e arc'hant goueliet e gul, eilet ouzh kleiz gant un devenn geotet leinet gant un tour-tan en arc'hant e goulou e gul; E bevenn en arc'hant. Un eor e sabel balirant war al lodennadur hag war ar vevenn, ar rilhenn skoret a zehou gant ur vleizmor en arc'hant hag a gleiz gant ur vorvleiz ivez en arc'hant" Aozer : M. Stephan Kuzul ar Gumun : 1957 |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abaoe ar Ragistor, 10 000 bloaz a-raok J.-K., eo poblet enez Groe. Savet eo bet ar meurvein gant tud ar mare neolitik. E-pad an Henamzer eo deuet ar Wenediz kozh (Veneti) hag ar Romaned.
Sent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er Vvet kantved e tilestras Sant Gourziern, deuet eus Kembre, en enezenn a-raok mont da Gemperle [2], hag er VIIvet kantved e teuas Sant Tudi eus Kembre ivez.
IXvet kantved ha Xvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Vikinged a oa e Groe. Kavet e voe ur bez viking e 1906 en enezenn.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Groe e 1790; e Kanton Porzh-Loeiz hag e Bann Henbont e oa [3]. Brasaet e voe Kanton Porzh-Loeiz gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Groe en Arondisamant an Oriant krouet e 1800 [4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur c'hamp-bac'h a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall ennañ[5][6][7].
- 174 gwaz eus Groe a varvas abalamour d'ar brezel, 48 anezhe war vor, hervez monumant ar re varv, d.le. 2,99 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [8].
- 1923: krouet e voe Kanton Groe [9][10], Groe o vout e gumun nemeti.
- 19-20 a viz Gwenholon 1930: c'hwec'h bag kollet, mervel a ra etre 34 ha 38 pesketour eus Groe abalamour d'ar gorventenn, o lezel 22 intañvez ha 38 emzivad war o lerc'h[11][12].
- 2-3 a viz C'hwevrer 1939: 180 mui 280 repuad o tont eus Spagn a zilestras e Groe a-raok bout kaset da Borzh-Loeiz[13] [14].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nijerezioù ar Re Gevredet aet d'ar strad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur c'harr-nij (Lancaster I marilhet R 5493 ha kodet KM-M) eus Aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e donvor Groe d'ar 24 a viz Meurzh 1942: mervel a reas ar seizh milour eus ar Rouantelezh-Unanet hag ar milour aostralian a oa ennañ; ne voe ket adkavet o c'horfoù[15].
- Ur c'harr-nij (Hampden I marilhet A 158 ha kodet VN-?) eus Aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e Groe d'ar 25 a viz Meurzh 1942: mervel a reas ar pevar nijour a oa ennañ; douaret int bet e bered Kerantreizh en Oriant[16].
- D'an 23 a viz Gwenholon 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Groe; lazhet e voe an dek nijour eus e baread[17].
- D'ar 14 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez (Mosquito VI marilhet HR259 ha kodet DM-Q) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Groe[18].
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E miz Du 1942 e voe bac'het 293 den en ur c'hamp savet nepell ouzh ar vered gant an Aozadur Todt, rediet e vezent da labourat evit sevel Moger ar Meurvor Atlantel; gwallgaset e vezent gant ar warded, 46 anezhe a varvas edan daou viz, en o mesk daou Bolonad yuzev, bet drouklazhet d'an 13 a viz Kerzu 1942 [19][20][21].
- E Sankenn an Oriant edo Groe [22].
- Dieubet e voe Groe d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 11 ofisour ha 559 is-ofisour ha milour ordin [23].
- D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv un den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oa; fuzuilhet e oa bet gant al lu alaman[24].
- Mervel a reas 50 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [25].
Brezel Aljeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pevar gwaz a varvas [26].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mein-veur niverus : lec'hioù (pe zaolioù-maen) anvet "Men Cam", "Men Yann" ha "Vagouar-Huen". Peulvini Kêrlard ha Kêrglavezig. Bezioù kozh.
- Ur bez viking (IXvet-Xvet kantved), bet kavet e 1906, ennañ ur Viking a renk uhel.
- Arouezva Beg-Melen.
- Tour-tan Penn Maen.
- Tiez pesketaerien er penngêrioù. Feunteunioù ha poulloù-kannañ.
- Iliz katolik Sant-Tudi XIvet kantved. Chapelioù XVIIIvet kantved ha XIXvet kantved: an Dreinded (er vourc'h), Itron Varia Kalmean, Sant-Leonard (e Kelwid), Itron Varia Plasmanek (e Lokmaria).
- Ekomirdi Groe: istor, bleuñvoù, loened, douarouriezh, maenoniezh.
- Mirva naturel ha douarouriel. Toull-an-Ifern. Toull-ar-Gurun. Groc'h-ar-Meot.
- [2]Tour-tan Penn-Maen.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
14 km² eo gorread Enez Groe. An enezenn vrasañ eus Breizh eo goude ar Gerveur.
8 km hirder ha 3 km ledander dezhi.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armerzh Groe e 1893[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummadoù | Bro-C'hall | Groe |
---|---|---|
Niver ar rollidi | 93 809 | 1 650 |
Niver ar bigi-pesketa | 26 325 | 252 |
Fard e tonelloù | 174 229 | 5 094 |
Dastumad (talvoudegezh e Lurioù gall) | ||
Brezhili fresk | 4 266 532 | 24 560 |
Sardin | 12 481 831 | 56 000 |
Toun | 2 577 434 | 1 055 000 |
Ligistri ha grilhed-traezh | 3 410 338 | 185 000 |
Chevr | 1 623 162 | 2 250 |
Pesked fresk | 35 602 325 | - |
Bezhin ha temz | 5 921 770 | 4 414 |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Grammaire structurale du Breton de l'ile de Groix, Elmar Ternes
- E 2018 e vefe daou vrezhoneger en enez. Devezhioù deskiñ brezhoneg zo bet eno gant UDB.
- E C'hwevrer 2020 e varvas brezhoneger diwezhañ an enez.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guntiern, manac'h ha sant brezhon deuet eus Kembre.
- Tudi, manac'h ha sant brezhon deuet eus Kembre.
- Henry Moret livour gall, 1856-1913.
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann-Bêr Kalloc'h, barzh, d'an 21 a viz Gouere 1888 e Groe hag aet da anaon d'an 10 a viz Ebrel 1917 en Urvillers, war an talbenn, e-pad ar Brezel-bed kentañ.
- Firmin Tristan (25 a viz Meurzh 1886-10 a viz Meurzh 1965 e Santez-Elen), maer ar gumun, kuzulier Kanton Groe ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed [28].
- José Calloch, brezhonegour ampart, bet o labourat e Mirdi Groe, aet da Anaon d'an 21 a viz C'hwevrer 2020 [29].[30]
Arzourien bet awenet gant Groe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Livourien: Germaine Gardey, Henry Moret.
- Kanerien : Gilles Servat en-deus skrivet ur ganaouenn "L'île de Groix".
- Skrivagnerien: Lucien Gourong (ganet e 1943), konter ha beajour
Sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kampionad pouleñvat : https://www.letelegramme.fr/morbihan/ile-de-groix/samedi-8e-edition-du-championnat-du-monde-de-godille-29-08-2018-12064189.php.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Enez Groe war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Keloù diwar-benn Enez Groe
- (fr) Maerdi Groe
- (fr) Istor Enez Groe ha familh Gourong
Livadennoù gant Henry Moret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henry Moret : Groe (1891)
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé (pajenn 24), e ti an aozer, 1939
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 113
- ↑ Cassini - EHESS - Groe - Fichenn ar gumun
- ↑ diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
- ↑ kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, ar Faoued, 1998, pajenn 135
- ↑ Histoire de l'île de Groix
- ↑ Cassini - EHESS - Groe - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 113
- ↑ Lucien Gourong
- ↑ Histoire de l'île de Groix
- ↑ Histoire de l'île de Groix
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 18
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Meur a aozer, "A la découverte des fortifications de l'île de Groix", Embannadurioù Histoire et fortifications, miz Gouere 2011
- ↑ Shoah en Bretagne
- ↑ La Guerre 39-45 1ère partie : 39-43 Lucien Gourong
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ La Croix de l'Ile de Groix, 2 a viz Eost 1896
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Le Télégramme
- ↑ Film diwar e benn [[1]]
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
Rummadoù :
- Groe
- Kumunioù ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790
- Monumantoù brezhonek d'an dud lazhet er brezel
- Kampoù-bac'h gall ar Brezel-bed kentañ
- Repuidi Brezel Spagn e Breizh
- Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Porzh-Loeiz e 1944
- Sankenn an Oriant