Tour-tan Penn-Maen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tour tan
Tour-tan Penn-Maen
Phare-de-Pen-Men.jpg
lec'hiadur 47° 38 '51" N - 3° 30' 33" W
Bro Breizh
Savet e 1836-1839
Uhelder 27,6 m
Uhelder diwar live ar mor 63,9 m
Hed-gwel 29 mil mor
Gouloù 4 bann sklêrijenn gwenn, 25 eilenn
Gweladenniñ ne reer ket
Annezet ya
Bloaz an emgefreekadur


Tour-tan Penn-Maen a zo un tour-tan e beg kornôg enez Groe. Kroget e voe d’e sevel e 1836 ha lakaet e voe da vont en-dro e 1839.

Tour-tan galloudusañ aodoù departamant ar Mor-Bihan eo hini Penn-Maen ha gwelet e vez e c'houloù betek 29 mil (54 km). Gwarded zo ennañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare an Dispac'h Gall dija e oa bet c’hoant da sevel un tour-tan eno, da heñchañ ar bigi da vont da borzh an Oriant. Labourioù a voe boulc’het e 1794 met kouezhañ a reas ar gurun war ar savadur ha paouezet e voe. E 1829 hag e 1834 adarre e voe goulennet gant ministr ar verdeadurezh ma vije savet un tour-tan.

Ur raktres a voe saveet e 1835 ha kroget e voe gant ar chanter e 1836. Adalek 1839 ez eas an tour-tan en-dro, gant eoul da gentañ ha gant gaz eoul da c’houde. Ouzh troad an tour ez eus un ti gant div gambr ha salioù ar mekanikoù. E 1927 e voe lakaet ouzhpenn ur c’horn-boud, en ur savadur all, tostoc’h d’an tornaod.

Ul lodenn vat eus aod Groe, er c’hreisteiz, zo e dalc’h Mirva an Aodoù.[1] E-touez douaroù Mirva an Aodoù emañ beg kornôg an enezenn, el lec’h m’emañ an tour-tan. Eno e vez gwarezet ar plant hag an evned.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Conservatoire du littoral - Ile-de-Groix

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.