Sankenn an Oriant
Neuz
-
Monumant Talbenn al Laeta e Kloar-Karnoed.
-
Monumant Kerruisaod e Pont-Skorf d'ar baotred eus ar Rezistañs ha da soudarded eus SUA.
-
Blockhaus pezhioù-kanol e Kewenn, bet savet gant an Alamaned evit difenn ar Sankenn.
-
Daou vlockhaus bet savet d'an Alamaned e Lannarstêr evit diwall ar Sankenn ouzh tu an douaroù.
Sankenn an Oriant[1], pe enserradenn an Oriant[2], pe Chakod an Oriant[3], a oa un dachenn dalc'het gant armeoù Alamagn betek diwezh an Eil Brezel-bed, en-dro da gêr an Oriant. Mont a rae an dachenn-se eus al Laeta er c'hornaoueg da Blouharnel er reter hag e-barzh e oa ivez Groe hag ar Gerveur. Dalc'het e oa bet gant an Alamaned evit gallout mirout an diazlec'h listri-spluj.
Kodianidigezh an Alamaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ar "Bar Breton" anvet "Café Breton" gwechall, en Intel.
-
Ar blakenn ouzh an davarn.
- Da eizh eur noz d'ar 7 a viz Mae 1945, er Café Breton en Intel, e oa bet sinet kodianañ an Alamaned a oa o terc'hel ar sankenn ; an arsav-emgann a voe sinet gant ar c'horonal Borst en anv al lu alaman, ar c'horonal John W. Keating en anv al lu stadunanat hag ar c'horonal Joppé en anv al lu gall[4] ; lakaet e voe da dalvezout da 00.01 d'an 8 a viz Mae. E Kaodan, da beder eur goude merenn d'an 10 a viz Mae 1945, en em zaskoras ar jeneral Wilhelm Fahrmbacher, penn ar vilourion alaman o terc'hel ar sankenn, d'ar jeneral Herman F. Kramer, penn an 66vet Rann-Arme Troadeion SUA, ha d'ar jeneral Henri-Gustave-André Borgnis-Desbordes, penn an 19vet Rann-Arme Troadeion Bro-C'hall[5],[6].
Post ha timbouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dreistmoulet e voe timbroù gall, merket Festung Lorient (Kreñvlec'h an Oriant) oute, gant an Alamaned, 1 500 lizher a c'hellas bout skrivet gant an dud nann-soudard o chom er sankenn ha kaset er maez, skignet e voet gant ar post gall[7].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012.
- ↑ Pêr Drezen, GeriaouEGI, TES, 2007.
- ↑ Istor Breizh, L. Elegoet, TES, 1998.
- ↑ Ouest-France, 7 a viz Mae 2010
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 214
- ↑ Kodianidigezh an Alamaned e Kaodan - Dielloù an US Army Signal Corps
- ↑ Général Fahrmbacher, Souvenirs de la base, Keroman, 1940-1945, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, Ebrel 2012, pajenn 179