An Intel
An Intel | ||
---|---|---|
![]() An Intel gwelet eus an oabl | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Étel | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Kiberen | |
Kod kumun | 56055 | |
Kod post | 56410 | |
Maer Amzer gefridi | Guy Hercend 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | Lec'hienn an ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 053 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 180 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 5 m bihanañ 0 m — brasañ 17 m | |
Gorread | 1,74 km² | |
kemmañ ![]() |
An Intel a zo ur gumun eus Breizh e kanton Kiberen e departamant ar Mor-Bihan.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe ar gumun d'an 20 a viz Gouere 1850 diwar ul lodenn eus kumun an Ardeven[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 107 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,46 % eus he foblañs e 1911[3].
Korventenn 1930
- 19-20 a viz Gwenholon 1930: kollet e voe dek bag ha mervel a reas 72 pesketour eus an Intel abalamour d'ar gorventenn[4],[5].
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun; dieubet e voe an Intel d'an 12 a viz Kerzu 1944 gant ar 94vet Rannlu Troadegiezh SUAat dindan urzhioù ar Jeneral Fortier, pezh a rannas Sankenn an Oriant e div lodenn[6].
- Da 8 eur noz d'ar 7 a viz Mae 1945 e oa bet sinet kodianañ an Alamaned a oa o terc'hel Sankenn an Oriant er Café Breton en Intel; an arsav-emgann a voe sinet gant ar c'horonal Borst en anv al lu alaman, ar c'horonal Keating en anv al lu Suaat hag ar c'horonal Joppé en anv al lu gall[7]; lakaet e voe da dalvezout da 00.01 d'an 8 a viz Mae.
- Mervel a reas 21 den abalamour d'ar brezel[8].
Tarzh-meur an Intel
- 1958: d'an 3 a viz Here e voe klasket gant Alain Bombard diskouez efedusted ar vagig-dreistvevañ bet ijinet gantañ en ur vont ouzh tarzh-meur an Intel, ar vag a eilpennas, beuzet pevar den eus he bourzh, hag ar vag-saveteiñ Vice Amiral Schwerer II a reas memes mod, gant pemp martolod beuzet[9];
Brezelioù didrevadennañ
- Mervel a reas ur gwaz e Brezel Indez-Sina ha tri gwaz e Brezel Aljeria[10].
Mirdi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mirdi an Dounetaerion[11].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr- Sant Paol.
- Monumant ar re varv.
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 81 vag-chaluter a voe er porzh da vuiañ, ha 26 kokaniour; e 1963 e voe degaset 21 600 tonenn a besked gant pesketourion an Intel betek porzhioù ar Meurvor Atlantel, d'ar c'houlz-se e oa ar porh ar pevare hini eus ar Frañs a-bezh hervez ar pesketa pesked; e 1964 e voe pourchaset skorn 548 gwezh d'ar bigi-chaluter gant al labouradeg-skorn, d.l.e. e voe kenderc'het 12 700 tonenn skorn[12].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez genoù Stêr an Intel hag ar Meurvor Atlantel emañ an Intel.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

abaoe 1851[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2014 | → bremañ | Guy Hercend | ||
2006 | 2014 | Joseph Nigen | ||
1991 | 2006 | Rémi Guillevic | ||
1989 | 1991 | Michel Le Nabat | ||
1977 | 1989 | Michel Le Corvec | ||
1957 | 1977 | Eugène Ezanno | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Coill Chreagáin (Iwerzhon), abaoe 1984[14].
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Lucien Gourong
- ↑ Mirdi an Dounetaerion
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 603
- ↑ Ouest-France, 7 a viz Mae 2010
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ ORTF
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Lec'hienn ar mirdi
- ↑ Atersadenn Michel Le Leuch, kadoriad ar gevredigezh Autrefois Etel, Michel Perrin, istorour ar mirdi, ha Grégory Nabat, animatour er mirdi, Ouest-France, d'ar Meurzh 30 a viz Ebrel 2013
- ↑ EBSSA
- ↑ Atlas français de la coopération décentralisée et des autres actions extérieures, Ministère des affaires étrangères