Pont-Skorf
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Pont-Skorf | ||
---|---|---|
![]() Ribloù ar Skorf. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pont-Scorff | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Pont-Skorf (betek 2015) Gwidel (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 56179 | |
Kod post | 56620 | |
Maer Amzer gefridi | Pierrik Névannen 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.pontscorff.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 844 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 164 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ 2 m — brasañ 72 m | |
Gorread | 23,5 km² | |
kemmañ ![]() |
Pont-Skorf (pronoñset "Pouskorn" gant tud ar vro) a zo ur gumun e Breizh, e departamant ar Mor-Bihan, war lez ar Skorf.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Skorf e Pont-Skorf-Izel, kumun Kleger a-gleiz, kumun Pont-Skorf a-zehou.
- War lez ar Skorf emañ Pont-Skorf.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Ponscorf, Pontem Scorf, 1235; Pont Scorf 1282; Pontem Scorui, 1380; Ponscorff, 1401; Pontescort, 1630; Pont-Score, 1636
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En glazur e bont en arc'hant a deir bolzenn, difoupañ diouzh al lezioù, eilet ouzh kab a-gleiz gant teir bezantenn en aour hag ouzh beg gant ur vailhenn ivez en aour; e c'hrenngonk en aour e groaz en gul
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An hent roman eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper a dreuze ar Skorf e Pont-Skorf[2].
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Pont-Skorf, ur serjant anvet Cudon, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Pont-Skorf , gant peder c'humun a oa ennañ: Kaodan, Kleger, Pont-Skorf ha Yestael; e Bann Henbont e oa; miret ha brasaet e voe ar c'hanton e 1801 dindan anv Kanton Pont-Skorf ivez gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Pont-Skorf en Arondisamant an Oriant e 1800[4],[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 63 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,23 % eus he foblañs e 1911[6].
- D'an 13 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij B-24 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) etre Pont-Skorf ha Kaodan; lazhet e voe eizh nijour eus e baread, an daou nijour all a voe tapet gant an Alamaned[7].
- Dieubet e voe Pont-Skorf d'ar 7 a viz Eost 1944 gant "Combat Command B" ar 6th Armored Division eus lu SUA[8].
Monumant Kerruisaod d'ar baotred eus ar Rezistañs ha da soudarded eus SUA |
- Miz Eost 1944: stourm a reas ar Rezistañs ha soudarded SUA ouzh ar soudarded alaman.
- Eost 1944 - Mae 1945: war talbenn Sankenn an Oriant edo Pont-Skorf.
- Mervel a reas 10 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9].
Brezelioù didrevadenniñ
- Mervel a reas tri milour ag ar gumun e Brezel Indez-Sina[10].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sinet e oa bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant ar gumun d'an 22 a viz C'hwevrer 2008.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek kentañ (skol bublik) zo bet digoret e 2001.
- E distro-skol 2021 e oa 71 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (14,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[11].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tiez kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kêriadenn Keriakel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Feunteun Sant Gweltaz, dibenn an XIXvet kantved
Chapel Sant Gweltaz, penn-kentañ ar XVIvet kantved
Ar zoo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
- Chapel Lesbin.
Emdroadur ar boblañs aboe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Betek 2015 e oa penn kanton.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Armand Penverne, melldroader ha gourdoner gall, 26 a viz Du 1926.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fernand de Langle de Cary, milour gall (Brezel 1870-1871 ha Brezel-bed kentañ), 19 a viz C'hwevrer 1927.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Baellec,
aotrounez Kervihan, e Lesbin |
En argant e erez dispak en glazur |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, h.d., (e galleg), pajenn 16
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 286.
- ↑ Cassini - EHESS - Pont-Skorf - Fichenn ar gumun
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, pajenn 144, Éditions Astoure, 2008
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019