Fernand Louis Armand Marie de Langle de Cary

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Luc'hskeudenn Fernand de Langle de Cary war-dro 1910.

Fernand Louis Armand Marie de Langle de Cary, deut er bed en Oriant (Mor-Bihan, Breizh) d'ar 4 a viz Gouere 1849 ha marvet d'an 19 a viz C'hwevrer 1927 e Pont-Skorf (Mor-Bihan), a oa ur milour gall.

Mab e oa — an trivet — da Louis Vincent de Langle de Cary (1810-1871), ur c'habiten lestr e morlu Bro-C'hall. Goude bezañ kaset e studi da benn e skolaj Saint-François-Xavier e Gwened e voe degemeret e Skol arbennik an arme-douar (Saint-Cyr[1]) e 1867. Hag eñ renket da gentañ pa voe tapet e ziplom a isletanant gantañ e 1869.

Brezel 1870-1871 ha war-lerc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e oa bet da ofiser floc'h ar jeneral Trochu (1815-1896), hag hemañ e penn arme Pariz d'ar c'houlz-se. Lazhet e voe e vreur henañ, Aldéric de Langle de Cary (1842-1870), e-pad an emgannoù. Gwallc'hloazet[2] e voe Fernand de Langle de Cary ivez da-geñver eil Emgann Buzenval[3], ma voe paket al Lejion a enor[4] gantañ da-heul an darvoud-mañ.

Pignat gant skeul an urzhaz milourel a reas ingal — jeneral brigadenn e miz Ebrel 1900, jeneral rannarme e 1906 — ha kaset e voe da Aljeria, da bPau (Pireneoù-Atlantel), da vBourjez (Cher) hag all da bleustriñ war e garg. En abeg da zarempredoù tost gant Joffre (1852-1931) e voe fiziet gourc'hemennerezh an eizhvet korf arme e de Langle de Cary e miz Kerzu 1911.

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer perzh a reas er Brezel-bed kentañ, evel jeneral e penn ar pedervet arme c'hall peurgetket.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Mentana anv luskad de Langle de Cary, diwar Emgann Mentana, c'hoarvezet en Italia d'an 3 a viz Du 1867.
  2. Bet paket ur boled prusian en e vruched.
  3. C'hoarvezet d'an 19 a viz Genver 1871, nepell diouzh Rueil-Malmaison (Seine-et-Oise).
  4. Marc'heg, dre zekred an 22 a viz Genver 1871.