Mont d’an endalc’had

Distrig Henbont

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bann Henbont)

Distrig Henbont a oa ur rann velestradurel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Al lez-varn a zistrig a voe staliet en Oriant koulskoude, pezh a oa dibaot. Start e oa bet an tabutoù etre an div gumun[2]. Setu amañ roll nav c'hanton distrig Henbont:

Lez-varn an distrig

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dilennet e voe pemp barner ha tri advarner e miz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, 70 e oant en distrig. En Oriant e voe votet dre ma oa bet staliet al lez-varn eno, ha n'eo ket en Henbont[3].

Dilamet an distrig

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet an distrigoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[4].

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20
  2. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
  3. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 45
  4. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187