Kanton an Oriant (1790)
Neuz
Krouet e voe Kanton an Oriant e 1790[1] hervez un dekred bet kemeret gant ar Vodadeg Vroadel d'an 22 a viz Kerzu 1789. Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann Henbont e departamant ar Mor-Bihan e oa. An Oriant a oa e bennlec'h hag e gumun nemeti. Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-Ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Krouet e voe daou ganton nevez en Oriant, an Oriant-1 hag an Oriant-2[2], gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 188
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn ar gumun