Kewenn
Kewenn | ||
---|---|---|
Bourc'h Kewenn. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Quéven | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Plañvour | |
Kod kumun | 56185 | |
Kod post | 56530 | |
Maer Amzer gefridi | Marc Boutruche 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | http://www.queven.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 8 816 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 368 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 50 m bihanañ 2 m — brasañ 66 m | |
Gorread | 23,93 km² | |
kemmañ ![]() |
Kewenn (pronoñset [ˈcəɥən] gant tud ar vro) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Plañvour e departamant ar Mor-Bihan.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar maer kozh (2008-2014), Marc Cozilis, a zo ur brezhonegour ampart.
- D’ar 26 a viz Gwengolo 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet war un dro d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'an 20 a viz Ebrel 2011 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un hentad divyezhek a zo eno abaoe 2006.
- E distro-skol 2021 e oa 37 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (4,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Kewenn e 1790; e Kanton Gwidel hag e Bann Henbont e oa[4]. Diskaret e voe Kanton Gwidel gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Kewenn e Kanton Pont-Skorf e 1801 gant an hevelep lezenn[5]. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 103 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, 18 e 1914, 25 e 1915, 24 e 1916, 13 e 1917, 16 e 1918 ha 7 e 1919, d.l.e. 4,45 % eus he foblañs e 1911[6].
- 15 milour ha 24 den nann-soudard a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].
- D'ar 7 a viz Eost 1944 e teuas milourion SUAat gant tankoù betek ar vourc'h met an Alamaned o lakas da gilañ war-zu Pont-Skorf; degemeret e oant bet mat gant tud Kewenn, setu perak e voe c'hwezhet an tan er vourc'h gant an Alamaned d'an 18 a viz Eost 1944[7]. Chom a reas Kewenn e Sankenn an Oriant e dalc'h an Alamaned betek an 10 a viz Mae 1945. Distrujoù bras a voe er gumun.
Brezelioù didrevadennañ
- Daou waz marvet en Indez-Sina, tri en Afrika an Hanternoz[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Ebrel 2014 | → bremañ | Marc Boutruche[9] | Tu-dehou, distrollad | |
Meurzh 2008 | Marc Cozilis | Strollad Komunour Gall | ||
Meurzh 1982 | Meurzh 2008 | Jean-Yves Laurent | Strollad Sokialour Gall | |
Kerzu 1980 | Pierre Quinio | Strollad Sokialour Gall | ||
Here 1947 | Eost 1974 | Joseph Kerbellec | SFIO | |
Gwengolo 1945 | Here 1947 | Louis Kermabon | ||
1940 | 1945 | Louis Kermabon | bet anvet gant Renad Vichy | |
1904 | 1940 | Julien Moëllo | ||
1892 | 1904 | Auguste Roperc'h | ||
1878 | 1892 | Joseph Le Léannec | ||
1852 | 1878 | Jean-Marie Raoul | ||
1819 | 1852 | Yves Le Leslé (mab) | ||
1799 | 1819 | Yves Le Leslé (tad) | ||
1797 | 1799 | Nicolas Joseph Raoul | ||
1795 | 1797 | Joseph Loménéhé | ||
1793 | 1795 | Jacques Le Bigot | ||
1791 | 1793 | Jacques Loher | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo Kewenn gant ar c'hêrioù-mañ[10] :
Dún Mánmhaí (Iwerzhon) abaoe 1987
Altenkunstadt (Alamagn) abaoe 2006
Weismain (Alamagn) abaoe 2006
Burgkunstadt (Alamagn) abaoe 2011
Koro (Mali) abaoe 2002
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha davennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 309
- ↑ Cassini - EHESS - Kewenn - Fichenn ar gumun
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 Monumant ar re varv
- ↑ Jean Le Berd, Lorient sous l'occupation, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1986, pajennoù 109 ha 114
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Ouest-france.fr, d'ar 5 a viz Ebrel 2014
- ↑ Lec'hienn ti-kêr Kewenn