Groe
(Adkaset eus Enez Groe)
Groe | ||
---|---|---|
![]() Porzh Tudi. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Groix | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | an Oriant-2 | |
Kod kumun | 56069 | |
Kod post | 56590 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Yvon 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | http://www.groix.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 256 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 152 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 47 m bihanañ 0 m — brasañ 48 m | |
Gorread | 14,82 km² | |
kemmañ ![]() |
Groe zo ur gumun eus kanton an Oriant-2, en Enez-Groe, e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"rannet :
- ouzh 1 : en argant, e bemp brizhenn erminig en sabel lammellet; - ouzh 2 : en glazur e vag pesketañ e argant ev c'houelioù en gul, heuliet ouzh kleiz gant un devenn geotet leinet gant un tour-tan en argant e gouloù en e gul; E bevenn en argant. Un eor en sabel balirant war al lodennadur hag war ar vevenn, ar rilhenn skoret ouzh dehou gant ur bleizmor en argant hag ouzh kleiz gant ur morvleiz ivez en argant" Aozer : M. Stephan Kuzul ar Gumun : 1957 |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abaoe ar Ragistor, 10 000 bloaz a-raok J.-K., eo poblet Enez-Groe. Savet eo bet ar meurvein gant tud ar mare neolitik. E-kerzh an Henamzer eo deuet ar Wenediz kozh (Veneti) hag ar Romaned.
Sent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er Vvet kantved e tilestras Sant Gourziern, deuet eus Kembre, en enezenn a-raok mont da Gemperle[2], hag er VIIvet kantved e teuas Sant Tudi eus Kembre ivez.
IXvet kantved ha Xvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Vikinged a zo bet e Groe ivez e-pad ur pennad amzer. Kavet e voe ur bez viking e 1906 en enezenn.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Groe e 1790; e Kanton Porzh-Loeiz hag e Bann Henbont e oa[3]. Brasaet e voe Kanton Porzh-Loeiz gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Groe en Arondisamant an Oriant krouet e 1800[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur c'hamp-bac'h a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall ennañ[5],[6],[7].
- 174 gwaz eus Groe a varvas abalamour d'ar brezel, 48 anezhe war vor, hervez monumant ar re varv, d.le. 2,99 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8].
- 1923: krouet e voe Kanton Groe[4],[3], Groe o vout e gumun nemeti.
- 19-20 a viz Gwenholon 1930: c'hwec'h bag kollet, mervel a ra etre 34 ha 38 pesketour eus Groe abalamour d'ar gorventenn, o lezel 22 intañvez ha 38 emzivad war o lerc'h[9],[8].
- 2-3 a viz C'hwevrer 1939: 180 mui 280 repuad o tont eus Spagn a zilestras e Groe a-raok bout kaset da Borzh-Loeiz[8],[10].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nijerezioù ar Re Gevredet aet d'ar strad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur c'harr-nij (Lancaster I marilhet R 5493 ha kodet KM-M) eus Aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e donvor Groe d'ar 24 a viz Meurzh 1942: mervel a reas ar seizh milour eus ar Rouantelezh-Unanet hag ar milour aostralian a oa ennañ; ne voe ket adkavet o c'horfoù[11].
- Ur c'harr-nij (Hampden I marilhet A 158 ha kodet VN-?) eus Aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e Groe d'ar 25 a viz Meurzh 1942: mervel a reas ar pevar nijour a oa ennañ; douaret int bet e bered Kerantreizh en Oriant[11].
- D'an 23 a viz Gwenholon 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Groe; lazhet e voe an dek nijour eus e baread[12].
- D'ar 14 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez (Mosquito VI marilhet HR259 ha kodet DM-Q) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Groe[11].
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E miz Du 1942 e voe bac'het 293 den en ur c'hamp savet nepell ouzh ar vered gant an Aozadur Todt, rediet e vezent da labourat evit sevel Moger ar Meurvor Atlantel; gwallgaset e vezent gant ar warded, 46 anezhe a varvas edan daou viz, en o mesk daou Bolonad yuzev, bet drouklazhet d'an 13 a viz Kerzu 1942[13],[14],[15].
- E Sankenn an Oriant edo Groe[16].
- Dieubet e voe Groe d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 11 ofisour ha 559 is-ofisour ha milour ordin[17].
- D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv un den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oa; fuzuilhet e oa bet gant al lu alaman[18].
- Mervel a reas 50 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[19].
Brezel Aljeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pevar gwaz a varvas[19].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mein-veur niverus : lec'hioù (pe zaolioù-maen) anvet "Men Cam", "Men Yann" ha "Vagouar-Huen". Peulvini Kêrlard ha Kêrglavezig. Bezioù kozh.
- Ur bez viking (IXvet-Xvet kantved), bet kavet e 1906, ennañ ur Viking a renk uhel.
- Arouezva Beg-Melen.
- Tour-tan Penn Maen.
- Tiez pesketaerien er penngêrioù. Feunteunioù ha poulloù-kannañ.
- Iliz katolik Sant-Tudi XIvet kantved. Chapelioù XVIIIvet kantved ha XIXvet kantved: an Dreinded (er vourc'h), Itron Varia Kalmean, Sant-Leonard (e Kelwid), Itron Varia Plasmanek (e Lokmaria).
- Ekomirdi Groe: istor, bleuñvoù, loened, douarouriezh, maenoniezh.
- Mirva naturel ha douarouriel. Toull-an-Ifern. Toull-ar-Gurun. Groc'h-ar-Meot.
- [1] Tour-tan Penn-Maen.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
14 km² eo gorread Enez Groe. An enezenn vrasañ eus Breizh eo goude ar Gerveur.
8 km hirder ha 3 km ledander dezhi.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Armerzh Groe e 1893[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummadoù | Bro-C'hall | Groe |
---|---|---|
Niver ar rollidi | 93 809 | 1 650 |
Niver ar bigi-pesketa | 26 325 | 252 |
Fard e tonelloù | 174 229 | 5 094 |
Dastumad (talvoudegezh e Lurioù gall) | ||
Brezhili fresk | 4 266 532 | 24 560 |
Sardin | 12 481 831 | 56 000 |
Toun | 2 577 434 | 1 055 000 |
Ligistri ha grilhed-traezh | 3 410 338 | 185 000 |
Chevr | 1 623 162 | 2 250 |
Pesked fresk | 35 602 325 | - |
Bezhin ha temz | 5 921 770 | 4 414 |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1970 Grammaire structurale du Breton de l'ile de Groix, Elmar Ternes
- En hañv 2018 ha 2022 : devezhioù deskiñ brezhoneg zo bet eno gant UDB.
- Kentelioù breton a-c'houde 2018.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guntiern, manac'h ha sant brezhon deuet eus Kembre.
- Tudi, manac'h ha sant brezhon deuet eus Kembre.
- Henry Moret livour gall, 1856-1913.
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann-Bêr Kalloc'h, barzh, d'an 21 a viz Gouere 1888 e Groe hag aet da anaon d'an 10 a viz Ebrel 1917 en Urvillers, war an talbenn, e-pad ar Brezel-bed kentañ.
- Firmin Tristan (25 a viz Meurzh 1886-10 a viz Meurzh 1965 e Santez-Elen), maer ar gumun, kuzulier Kanton Groe ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed[21].
- José Calloch, brezhonegour ampart, bet o labourat e Mirdi Groe, aet da Anaon d'an 21 a viz C'hwevrer 2020[22][23].
Arzourien bet awenet gant Groe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Livourien: Germaine Gardey, Henry Moret.
- Kanerien : Gilles Servat en-deus skrivet ur ganaouenn "L'île de Groix".
- Skrivagnerien: Lucien Gourong (ganet e 1943), konter ha beajour
Sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kampionad pouleñvat : https://www.letelegramme.fr/morbihan/ile-de-groix/samedi-8e-edition-du-championnat-du-monde-de-godille-29-08-2018-12064189.php.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Enez Groe war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Keloù diwar-benn Enez Groe
- (fr) Maerdi Groe
- (fr) Istor Enez Groe hag ar familh Gourong
Livadennoù gant Henry Moret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé (pajenn 24), e ti an aozer, 1939
- ↑ 3,0 ha3,1 Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 113
- ↑ 4,0 ha4,1 Cassini - EHESS - Groe - Fichenn ar gumun
- ↑ diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
- ↑ kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, ar Faoued, 1998, pajenn 135
- ↑ 8,0 8,1 ha8,2 Histoire de l'île de Groix
- ↑ Lucien Gourong
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 18
- ↑ 11,0 11,1 ha11,2 Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Meur a aozer, "A la découverte des fortifications de l'île de Groix", Embannadurioù Histoire et fortifications, miz Gouere 2011
- ↑ Shoah en Bretagne
- ↑ La Guerre 39-45 1ère partie : 39-43 Lucien Gourong
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ 19,0 ha19,1 memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ La Croix de l'Ile de Groix, 2 a viz Eost 1896
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Le Télégramme
- ↑ Film diwar e benn
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
Rummadoù:
- Groe
- Kumunioù ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790
- Monumantoù brezhonek d'an dud lazhet er brezel
- Kampoù-bac'h gall ar Brezel-bed kentañ
- Repuidi Brezel Spagn e Breizh
- Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Porzh-Loeiz e 1944
- Sankenn an Oriant