Yann-Bêr Kalloc'h
Yann-Bêr Kalloc'h a oa ur skrivagner hag ur barzh hag a skrive e brezhoneg. Ganet eo bet d'an 21 a viz Gouhere 1888 en Enez Groe (Mor-Bihan) ha marvet eo war an talbenn en Urvillers e Kanton Moÿ-de-l'Aisne en Aisne (Bro-C'hall)[1] d'an 10 a viz Ebrel 1917 e-pad ar Brezel-bed kentañ. Brudet eo da gentañ-penn evit e zastumad barzhonegoù Ar en deulin (Àr an daoulin).
Soñjoù a-zivout ar Brezel Bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yann-Bêr Kalloc'h, ne oa ket Abeozen. Ne oa ket ur peoc'hgarour anezhañ kerseet gant ar brezel. Kavet e vez aroudennoù brezelour en e skridoù.
- "Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad."
Lec'h e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[2] "Maruet (...) etal Urvillers" hervez e vez e bered Groe ha douaret e Cerizy ( Aisne)[1], met hervez an div fichenn hiniennel savet diwar e benn gant ant al lu gall e vefe marvet e Cerizy[3] ( Aisne) pe e Cerisy (Somme)[4]. E rejimant a servijas en Oise hag en Aisne e 1917. E bro Cerizy (Aisne) edo e penn-kentañ miz Ebrel 1917[5]. Douaret e voe e Cerizy (Aisne). Adkavet e voe e laour e miz Mae 1923. Douaret e voe en-dro e Groe e miz Gouere 1923[1].
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Barzhoniezh ha kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
- Mem bro (1900)
- Mor du (1900)
- Plaintes (1902)
- L'orphelin de la côte (1902)
- La dernière parole de Jésus (1902)
- Ker-Is (avril 1902)
- Les filles de Groix (1902)
- Ar mor (1902)
- La légende de Sainte Catherine (1904)
- Le prêtre (1904)
- Barde et prêtre (1904)
- Au son de la harpe (1904)
- Hirvoud (1905)
- Dihunamb ! (1905)
- Sant Eugen (1905)
- Huneeh (1905)
- Kan-Bale er chouanted (1905)
- Au grand outrage 1906
- Mon île adorée (1906)
- Gourhemen a houil mat (1907)
- Kenevo soudard Breih (1907)
- Complainte de M.Noël (1907)
- Gouil mat ! (15 août 1907)
- Nendeleg en harlu (1907)
- Er voraerion (1908)
- Merhed Groai (1908)
- En eutreu Uzel, person Groé (1695-1717) (1909)
- Ar en deulin / War an daoulin (barzhaz gourfennet e 1913, embannet goude ar brezel e 1921)
- Les P'tits Poilus de 1915 (1915)
Pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skridoù arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
(en galleg alies)
- Étude sur la Boussole Bretonne (1910)
- Au barde-rieur (1911)
- Les tueurs du Breton (1911)
- Les Pêcheurs Bretons en Mauritanie (1913)
- Lettres de Yann-Ber Kalloc'h à sa mère, en Etudes Celtiques n°31, 1995, pj. 225-259
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Société des Amis du Musée de Groix
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Le 219e régiment d'infanterie