Hirwazh
Neuz
Evit implijoù all, gwelet Hirwazh (disheñvelout).

An Hirwazh[1], Kanol-Iz[2] pe Kanol-Irez[3] a zo ur mor e penn kornaoueg Breizh, etre Enez-Sun er su, hag Eusa en norzh.
War-dro 3 550 km² eo e vent. Un darn eo eus ar Meurvor Atlantel, hag evit un darn ivez eus ar Mor Keltiek. Ur park naturel mor a zo bet savet eno e 2007.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Enez-Sun e vez graet Mor Kleiz pe Ar Mor C'hleiz anezhañ, de lâret eo ar mor en Hanternoz da Enez-Sun[4]. Ar mor er C'hreisteiz d'an enez a vez anvet ar Mor Dehoù[5].
Gwelet ar pennad savet gant Herve Bihan e-barzh Hor Yezh, niverenn 233.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) (en) Park Mor an Hirwazh
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
- ↑ "Kanol-Iz", Devri: Le dictionnaire diachronique du breton - Martial Menard.
- ↑ "Kanol-Irez", Devri: Le dictionnaire diachronique du breton - Martial Menard.
- ↑ "mor-kleiz", Devri: Le dictionnaire diachronique du breton - Martial Menard.
- ↑ "mor-dehou", Devri: Le dictionnaire diachronique du breton - Martial Menard.