Santez-Elen
Santez-Elen | ||
---|---|---|
Feunteun ar vourc'h. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Sainte-Hélène | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Pleuwigner | |
Kod kumun | 56220 | |
Kod post | 56700 | |
Maer Amzer gefridi | Pierric Le Fur 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Blavezh Gwelmeur hag ar Mor Bras | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | https://saintehelenesurmer.bzh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 272 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 157 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 15 m bihanañ 0 m — brasañ 20 m | |
Gorread | 8,08 km² | |
kemmañ ![]() |
Santez-Elen a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: savet e voe ar gumun e 1790 diwar ul lodenn eus parrez Lokoal; e Kanton Kervignag hag e Bann Henbont e oa. Lakaet e voe en Arondisamant an Oriant pa voe krouet e 1800 hag e Kanton Porzh-Loeiz, bet brasaet e 1801[3].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1841 e voe lakaet c'hwec'h kêriadenn eus Pleheneg e kumun Santez-Elen.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: mervel a reas 35 milour ag ar gumun, d.l.e. 4,92 % eus he foblañs e 1911[4].
- Eil Brezel-bed: mervel a reas tri milour ag ar gumun hag ur glañdiourez eus ar Rezistañs
[5]; war dalbenn Sankenn an Oriant edo Santez-Elen; pemp den nann-soudard eus ar gumun a voe lazhet[6]. Kanoliataet hag entanet e voe ar vourc'h gant an Alamaned d'an 11 a viz Gwengolo 1944: an iliz katolik ha 90% eus an tiez a voe distrujet. Tapet e voe ar vourc'h gant an Alamaned d'an 28 a viz Gwengolo 1944 goude emgannoù start. Dieubet e voe ar gumun d'an 10 a viz Mae 1945[7]. D'ar 6 a viz Du 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Douglas A24 marilhet N° 254--549 eus an aerlu gall (Armée de l'Air) e Santez-Elen; lazhet e voe an daou nijour a oa en e vourzh[8].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dismantroù ar chapel, 590, e Beg Santez-Elen.
- Ar feunteun er vourc'h, XVIIIvet kantved.
- An iliz katolik a voe savet en XVIIIvet kantved hag adsavet e 1840 gant un embreger italian, La Casa. Relegoù Santez Elen ha Sant Steven a voe roet dezhi gant ar pab Pi VII e 1817. Adsavet e voe goude an Eil brezel-bed: tost distrujet razh e oa bet e miz Gwengolo 1944 gant ar c'hanolioù alaman. Miret eo bet an tour-iliz eus an XVIIIvet kantved.
- Ur meni gador-brezeg e-tal an iliz ha kroazioù war ar maez.
- Monumant ar re varv, er vourc'h.
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Istr a saver er gumun e Stêr an Intel.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| |
Stêr an Intel e Santez-Elen |
- War lez Stêr an Intel emañ Santez-Elen.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2014 | → bremañ | Pierric Le Fur | ||
1978 | 2014 | Emmanuel Giquel | ||
1978 | Jean Davigo | |||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Firmin Tristan (25 a viz Meurzh 1886 e Groe-10 a viz Meurzh 1965), maer Groe, kuzulier Kanton Groe ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed[9].
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 368
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 314
- ↑ Chemins de Mémoire
- ↑ Pertes de l'Armée de l'Air
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993