25 Eost
Neuz
(Adkaset eus 25 a viz Eost)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1609 : Galileo Galilei a ziskouez e deleskop kentañ e Venezia.
- 1718 : krouidigezh Orleañs Nevez.
- 1768 : deroù beaj kentañ James Cook.
- 1825 : Uruguay dizalc’h diouzh Brazil.
- 1830 : deroù emsavadeg Belgiz a-enep an Izelvroioù.
- 1944 :
- dieubidigezh Pariz diouzh an Alamaned gant ar Gevredidi.
- dieubet eo Konk-Kerne gant ar Gevredidi.
- 1991 : Belarus dizalc’h diouzh an Unaniezh Soviedel.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1875 : kentañ treizhadenn Mor Breizh (Douvres-Calais) kaset da benn gant ar neuñver saoz Matthew Webb.
- 1960 : digoradur ar XVIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e Roma gant Giovanni Gronchi, prezidant Italia.
- 2004 : Faustine Merret, atletourez c'hall bet ganet e Brest, a ya da gampionez olimpek ar plankenn-dre-lien en Aten.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1530 : an tsar Ivan IV Rusia.
- 1707 : Luis Iañ, roue Spagn adalek ar 15 a viz Genver 1724 betek e varv.
- 1845 : Loeiz an eil, roue Bavaria (1864-1886).
- 1882 : Seán Tomás Ó Ceallaigh (Sean Thomas O'Kelly), prezidant Republik Iwerzhon.
- 1903 : Árpád Élő, skiantour ha meurc'hoarier echedoù eus SUA.
- 1912 : Erich Honecker, penn Republik Demokratel Alamagn.
- 1930 : Sean Connery, aktour skos.
- 1962 : Aleksander Graf, mestrc'hoarier echedoù ouzbek hag alaman.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1270 : Loeiz IX, roue Bro-C'hall (Sant-Loeiz), e-pad an eizhvet Kroaziadeg.
- 1688 : Sir Henry Morgan, morlaer eus Kembre.
- 1819 : James Watt, fizikour skos.
- 1836 : William Elford Leach, loenoniour saoz.
- 1822 : William Herschel (bet ganet Friedrich Wilhelm Herschel), steredoniour alaman, dizoloer ar blanedenn Sadorn.
- 1867 : Michael Faraday, fizikour saoz.
- 1900 : Friedrich Nietzsche, prederour alaman.
- 1908 : Henri Becquerel, fizikour gall.
- 1976 : Eyvind Johnson, Priz Nobel al Lennegezh e 1974.
- 1984 : Truman Capote (Truman Streckfus Persons e anv gwir), skrivagner stadunanat.
- 1988 : Françoise Dolto, mezegez bugale ha bredelfennerez c'hall.
- 2001 :
- Morwenna Steven, skrivagnerez vrezhonek (Frañseza Kervendal hec'h anv-pluenn).
- Philippe Léotard (Ange Philippe Paul André Léotard-Tomasi e anv gwir), aktour, barzh ha kaner gall.
- 2007 : Raymond Barre, politikour gall.
- 2009 : Edward Moore "Ted" Kennedy, politikour stadunanat.
- 2012 : Neil Alden Armstrong, kentañ den stadunanat en devoa kerzhet war al loar.
- 2013 : Gilmar, diwaller-pal mell-droad etrebroadel brazilian.