Mont d’an endalc’had

Arpad Elo

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Árpád Élő)
Arpad Elo
ÉLŐ Árpád Imre
Ganedigezh 25 a viz Eost 1903
Egyházaskesző,
Rouantelezh Hungaria
Marv 5 a viz Du 1992
Brookfield, Wisconsin Wisconsin
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Broadelezh Hungariat
Stadunanat
Stummadur Skol-veur Chicago (betek 1926)
Micher Fizikour
Steredoniour
Kelenner
Skol-veur Marquette University,
Milwaukee, Wisconsin
Echedoù
Ijinadenner ar renk Elo

Arpad Imre Elo (hungareg : Élő Árpád Imre), ganet en Egyházaskesző (Rouantelezh Hungaria) d'ar 25 a viz Eost 1903 ha marvet d'ar 5 a viz Du 1992 e Brookfield, (Wisconsin), a oa ur fizikour, ur steredoniour hag ur c'helenner hungariat-ha-stadunanat. Gantañ e voe ijinet ur reizhiad evit prizañ live an dud a genstriv e c'hoarioù a-zaouioù evel an echedoù. Abaoe 1960 e reer ar renk Elo eus ar reizhiad-se.

En Egyházaskesző, e Rouantelezh Hungaria, ur 130 kilometr bennak er c'hornôg da Vudapest, e voe ganet Arpad Elo d'ar 25 a viz Eost 1903. E 1913, d'an oad a 10 vloaz, e tivroas gant e familh da Stadoù-Unanet Amerika.
E Skol-veur Chicago e tapas e vachelouriezh war ar skiantoù e 1925 hag ur master war ar memes danvez e 1928. C'hoari an echedoù er Chicago Chess League a rae ivez[1]
Adalek 1926 betek retred e 1969 e voe kelenner war ar fizik er Skol-veur Marquette e Milwaukee. Er bloavezhioù 1930 e voe ar c'hoarier echedoù ampartañ e Milwaukee, a oa un doare « kêr-benn an echedoù » er Stadoù-Unanet d'ar mare-se.
Eizh gwech Kampion Wisconsin e voe Arpad Elo : e 1935, 1937, 1938, 1940, 1941, 1942, 1945 ha 1950 (rampo gant Averill Powers er bloas diwezhañ-se)[2].
Prezidant an American Ches Federation (AFC) e voe e 1935 ha 1936, a-raok ma trofe an AFC d'an United States Chess Federation dre genzeuziñ gant an National Chess Federation e 1939.
An 11vet c'hoarier e voe o vezañ degemeret en US Chess Hall of Fame, e 1988[3].
En e di e Milwaukee e varvas Arpad Imre Elo diwar un taol-kalon, d'ar 5 a viz Du 1992, d'an oad a 89 bloaz.

Brudet eo Arpad Elo en abeg d'e reizhiad evit prizañ live ar c'hoarierien echedoù.
E 1950 e oa bet diorroet ar reizhiad kentañ gant Kenneth Harkness (1896-1972), a oa merour aferioù an United States Chess Federation (USCF). E-tro 1960, Arpad Elo a gemeras stlennoù labour K. Harkness evit dispakañ e jedadenn dezhañ diazezet war stadegoù sonn, ar pezh a oa un araokadenn. Er memes bloaz e voe degemeret reizhiad A. Elo a-kerzh emvod an USCF e St. Louis (Missouri)[4].
E 1970, ar FIDE (Fédération Internationale Des Échecs, "Kevread etrebroadel an echedoù") a zegemeras ar reizhiad Elo d'e dro. Gant Arpad Elo e-unan e veze jedet live ar c'hoarierien adalek neuze betek kreiz ar bloavezhioù 1980, ar pezh a oa aes a-walc'h dezhañ rak nebeutoc'h evit 2 000 den a veze priziet gant ar FIDE. Pa voe niverusoc'h ar c'hoarierien, ar C'hevread a lezas A. Elo a-gostez hag a fizias al labour e tud arall. Ouzhpenn da se, pennadurezhioù ar FIDE a lakaas e pleustr ur "priziadur perzhegañ" (Qualification Rating) evit dereiñ ul live tidel – da lavarout eo divizet e-maez pep reolenn – dreist-holl tro-dro d'ar renk Elo 2 200 peogwir ez eo traoñ ar skeul evit bezañ Mestr(ez) evit ar c'hoarierien o doa gounezet da vihanañ 50% eus o c'hrogadoù e tournamantoù diuzet, evel an Olimpiadoù echedoù.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Arpad E. Elo : The Rating of Chess Players, Past & Present ; New York : Arco Publishing, 1978, 1986 (ISBN 978-0-668-04721-0).
  1. An Interview with Arpad Elo.
  2. (en) Wisconsin Chess Association.
  3. (en) World Chess Hall of Fame.
  4. (en) USCF.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]