Go (c'hoari)

Eus Wikipedia
Go (c'hoari)
Ur goban c'hoari go hengounel, gant mein gwenn ha du.
Ur goban c'hoari go hengounel, gant mein gwenn ha du.
Anv sinaek
Sinaeg hengounel 圍棋
Sinaeg eeunaet 围棋
Hanyu Pinyin Wéiqí
Wade-Giles Wei-ch'i
Anv japanek
Kanji 囲碁
Romaji Igo
Anv koreanek
Hangul 바둑
Romanekadur reizhet Baduk
McCune-Reischauer Paduk
Doare ar c'hoari
Niver a c'hoarierien 2
Oad ne vern
Amzer termenet N'eus ket
Pad ar c'hoari eus 10 munud da 3 eurvezh,
a-wechoù a e c'hall an abadennoù tournamant padout ouzhpenn 16 eurvezh
Kemplezhder Izel
Strategiezh Uhel-kenañ
Perzh ar chañs hini ebet
Barregezhioù strategiezh, Arsellet

Ur c'hoari strategiezh kenstrollañ difetis eo ar c'hoari go (碁 pe 囲碁 : igo e japaneg). Kozh-tre eo, ar c'hoshañ c'hoari anavezet evit ar mare. A-zaou e vez c'hoariet.

Ijinet eo bet e Sina e-tro 2000 bloaz kent JK. Hiziv e vez c'hoariet go e Sina dreist-holl (ma vez graet 圍棋 pinyin : wéiqí, Wade-Giles : wei-ch'i anezhañ), e Korea (m'eo anvet 바둑 baduk pe paduk), hag e Japan (ma reer go, pe igo anezhañ). E Japan en deus tapet brud ar go adarre e-touez ar re yaouank gras d'ar manga Hikaru No Go. Er peurrest eus ar bed eo aet brud ar c'hoari go war-gresk ingal en dekvedoù diwezhañ. Berzh a ra abalamour d'an eeun m'eo reolennoù ar c'hoari ha koulskoude eo lies tuioù ha troioù ar c'hoari.

Hervez ar c'hrennlavar n'eus ket bet c'hoariet biskoazh an hevelep abadenn div wech. Ha marteze eo gwir a-walc'h : war ur goban warnañ 19 poent kej dre 19 ez eus e-tro 4,63.10170 lec'hiadur posupl evit ur maen; Kalz brasoc'h c'hoazh eo eta an niver a abadennoù a c'haller c'hoari. Evel-just, n'eo ket evel-se emañ kont rak splann eo ez eus taolioù c'hoari fall-tre. A-benn ar fin eo kalz izeloc'h an niver a abadennoù a c'haller c'hoari, daoust ma chom labour aner klask jediñ an niver-rik anezho dre ar jedoniezh.

Ur skeul zo evit live ar c'hoarierien go a ya eus an 30vet Kyu (deskarded) betek ar 1 kyu, ha goude-se eus ar 1 dan betek an 8vet dan evit an amatourien. Ur briziadenn dre vras eo an 30vet kyu rak n'eus bevenn gwirion ebet d'al live izelañ, sklaer eo. Klotañ a ra live ur c'hoarier 1 dan a-vicher gant live ur 7vet dan amatour.

Istor ar Go[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoari go er XVIvet kantved. Munud ar "Peder sevenidigezh" gant Kano Eitoku.

Lakaet e vez taol ijin ar go, ouzhpenn 4000 bloaz zo, pe war kont an Impalaer Yao (-2337 - -2258) pe war hini an Impalaer Shun; an daou anezho c'hoant ganto desevel o mab ha tresañ un hent dezhañ er vuhez. Lod all a soñj dezho eo ur gwaz, anvet U, en dije ijinet ar c'hoari a-benn dudiañ e Aotrou dindan ren Ketsu en XVIIIvet kantved a-raok ar marevezh kristen.

Diouzh vojenn ar pemp aerouant e voe divizet krouiñ ar c'hoari go gant an daou aerouant Hei Tzu ha Bai Tzu, a veze oc'h en em gannañ evit gouzout piv a oa ar c'hreñvañ anezho o-daou. Evel-se e vije tu d'o dispartiañ. Kaset e voe neuze gant an doueed un aerouant all a-benn evezhiañ ar c'hoari, ha roet urzh dezhañ da zont en-dro evit dezrevelliñ an abadenn dre ar munud pa vije bet echu ar c'hoari. Heñvel e oa ar reolennoù c'hoari ouzh ar re a-vremañ, nemet ne oa ket eus reolenn ar c'ho peogwir e oa divarvel an daou aerouant ha neuze difin o fasianted. O c'hoari emañ atav an daou aerouant abaoe milvedoù, ha bep milved e vez kaset gant an doueed un aerouant all da evezhiañ ar c'hoari. Evit poent ez eus pemp aerouant o sellet ouzh an abadenn. Lavaret e vez e tlefe ar c'hwec'hvet bezañ kaset a-benn un nebeud bloavezhioù ac'hann.

Kavet e vez er yiking, an arz divinout sinaat, heñveladurioù niverus gant ar go a c'hallje bezañ benveg danvezel an divinout.

Er bloazlevrioù Nevezamzer ha Diskar-amzer (etre -722 ha -481) emañ ar menegoù skrivet kentañ eus ar c'hoari go. Diwezhatoc'h eo meneget ar go gant Konfusius en e gaozeadennoù. Skrivet eo bet an dornlevrioù go kentañ e Sina e-tro dibenn an dierniezh Han (deroù an IIIe kantved). D'ar mare-se e voe renket ar go e-touez an "tri arz sakr" (livañ, sonerezh ha kaerskriverezh). Adal dibenn an Haned ha betek adsavidigezh an Impalaeriezh gant ar Suied e 589, e kouezh ar renkadoù ren en arouaregezh hag en em roont d'an daoegezh ha d'ar go.

Da neuze e ra berzh-bras ar go; ijinet e vez un doare renkañ ar c'hoarierien hervez o barregezh, savet e vez ensavadurioù go gant kargidi. Niverus eo al levrioù embannet diwar-benn ar go : dastumadoù abadennoù, skridoù teorikel, roll c'hoarierien, hag all. Renket eo ar go etre an "tri arz sakr" pleustret warno gant an Impalaer ha tud a lez, betek dibenn an XIXvet kantved.

Degouezhout a ra ar go (baduk e koreaneg) e Korea er Vvet kantved. Er VIIvet kantved emañ e Japan ma ra berzh diouzhtu e-touez metoù ar vrientinien, levezonet-kenañ gant Sina. Ar re-se a vir evito o-unan ar gwir da c'hoari. Berzet eo ouzh ar venec'h c'hoari go e dezveg lezennel 701.

Diwezhatoc'h en em ledo ar c'hoari go e-mesk ar voñzed hag ar samouraied a implije anezhañ evit pleustriñ war ar strategiezh vilourel. Gant ar venec'h nicherenat (skol voudaek japanat) e voe savet ar skol go kentañ : skol Honinbo.

Kent da Japan bezañ unanet e 1603 emañ ar go en e varevezh klasel. Harpet eo gant ar vilourien hag ar shogun Tokugawa; teir skol vras nevez a vez o keveziñ a-benn tapout evito ar postoù kargidi arc'hantaouet mat. Bep bloaz e vez bodet daou c'hoarier gwellañ Japan e-kerzh un tournamant dirak an Impalaer hag ar shogun, betek adreizhadenn Meiji.

En XVIIIvet kantved e kroger da venegiñ ar c'hoari evit ar wech kentañ dre skrid e bed ar c'hornôg. Kavet e vez e dezrevelloù ar veajourien evel hini ar Jezuist Matteo Ricci; dont a ra ar go da vezañ anavezet en Europa. Gant Leibnitz eo bet embannet ar pennad europat kentañ war ar go e 1710. Koulskoude n'eo nemet e dibenn an XIXvet kantved ma yeas ar go war-raok, dreist-holl en Alamagn hag en Aostria-Hungaria. Krouet eo ar c'hlub kentañ e 1895 gant ofisourien eus ar morlu aostriat-hungarat hag e 1909 e teu er-maez ar gelaouenn gentañ.

War ziorren eo aet ar go modern er bed a-bezh goude an eil brezel bed, broudet gant lusk ar c'hevread japanat ha nerzh nevez ar c'hevreadoù korean ha sinaat.

Ouzhpenn 40 milion a c'hoarierien zo hiziv, en o zouez e-tro 1 milion a Europiz.

Un diverrañ eus ar reolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skouer un dalc'h (live aes) : C'hoari a ra ar re Zu.
Penaos saveteiñ ar strollad el laez a-zehou ?
Diskoulm gant 1. Divinit ar peurrest...

Eeun eo reolennoù ar go ; setu an diverrañ anezho :

  • C'hoari a ra ar re Wenn hag ar re Zu war un tablez m'emañ merket 19 linenn a-hed ha 19 linenn a-led a ya da sevel ur gael gant 361 poent kej. Gant pep c'hoarier ez eus un niver didermenet a jedoueroù (anvet mein) eus e liv. E penn-kentañ ar c'hoari eo diac'hub (goullo) an holl poentoù kej.
  • Pal ar c'hoari : stummañ tiriadoù, anezho holladoù poentoù kej goullo kontrollet gant ur c'hoarier. E fin an abadenn e vez lakaet ar brizonidi (mein tapet pe marv) war poentoù kej tiriadoù an eneber. Goude e konter 1 poent dre boent kej diac'hub (se n'eo nemet un teknik kontañ : sañset e talvez 1 prizoniad pe un tiriad evit 1 poent). Trec'h eo ar c'hoarier gantañ ar muiañ a diriadoù.
  • C'hoariet e vez pep hini d'e dro; Du a grog atav. Pep c'hoarier a laka ur maen nevez eus e liv war unan eus poentoù kej diac'hub an tablez.
  • Lavaret e vez eus ar mein stok-ha-stok pa heulier linennoù an tablez ez int luget. Graet e vez strollad mein eus ur strobad mein eus an hevelep liv luget kenetrezo.
  • Bez' ez eus, en-dro da bep maen pe srollad mein, poentoù kej stok diac'hub pa heulier linennoù an tablez. Frankizoù ar maen pe ar strollad mein ez int. Ma vez lamet kuit ar frankiz diwezhañ gant taol c'hoari ur c'hoarier e vez tennet ar maen pe ar strollad mein-se eus an tablez (paket pe prizoniet ez int). Memes mod e vez graet evit mein pe strolladoù mein an eneber.
  • Goude un taol prizoniañ eo difennet c'hoari un taol a adkroufe ur saviad heñvel ouzh an hini a-raok er memes lec'h war an tablez.
  • Ma laosk ur c'hoarier e dro, egile a c'hall c'hoari en-dro.
  • Pa laosk an daou c'hoarier o zro lerc'h-ouzh-lerc'h ez echu ar c'hoari.
  • Goude klozañ an abadenn e vez priziet poentoù pep c'hoarier : an niver a boentoù kej ac'hubet pe kelc'hiet-mik gant mein ur c'hoarier eo a gont. Kelc'hiet-mik eo ur poent kej goullo ma kej an holl hentoù a ya eus ar poent kej-se en ur heuliañ ar gael gant mein ar c'hoarier-se a-raok en em gavout gant re e eneber pe gant bevennoù an tablez.
  • Trec'h eo an hini bet tapet ar muiañ a boentoù gantañ.

Peurliesañ e vez implijet adstummoù a bep seurt diwar ar reolennoù-se. A-is emañ displeget an adstummoù all-se na cheñchont ket doare ar c'hoari forzh penaos.

Reolennoù dre ar munud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dafar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tablez (goban e japaneg) zo anezhañ ur gael 19 linenn c'haranet dre 19 a ya da stummañ 361 poent kej. Alies e c'hoari an deskarded war gobanoù bihanoc'h 13x13 pe 9x9, gant an hevelep reolennoù c'hoari.

Dasparzhet eo ar mein (go-ishi e japaneg) e daou strollad difin o niver sañset met e gwirionez ez eus 181 maen du ha 180 maen gwenn. C'hoariet e vez ar mein viheñvel war poentoù kej ar garanoù a zalc'h anezho e plas. Evel-se ne riklont ket war ar goban pa vez embreget ar mein.

Peurliesañ e vez lakaet ar mein e-barzh bolennoù (go-ke e japaneg), unan dre c'hoarier. Aes eo ober gant golo ar volenn evit renkañ ar mein bet paket e-kerzh an abadenn.

Deroù an abadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok kregiñ gant un abadenn nevez e tiviz an daou c'hoarier pehini anezho a grogo ganti, dre an nigiri. Graet e vez nigiri eus ar fed evit ur c'hoarier da gemer un niver bennak a vein gwenn, tra ma tap egile ur maen du pe zaou. Lakaat a ra da gompren evel-se e soñj dezhañ eo par pe ampar an niver a vein gwenn zo e dorn e eneber. M'eo deuet a-benn da zivinout mat e tap ar mein du hag e c'hoari da gentañ.

Doare ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un heuliad mein du ha daou heuliad gwenn. Merket eo ar frankizoù gant poentoù.

Dre zaou e vez c'hoariet go. Unan a ra gant ar mein gwenn hag egile gant ar re zu. E deroù an abadenn eo goullo ar goban. Ar c'hoarier du eo a grog ganti pa vez c'hoariet hep dilañs (sellet a-is evit an displegadennoù a denn d'ar c'hoari gant dilañsoù).

C'hoariet e vez a bep eil; pep hini a laka ur maen war unan eus poentoù kej ar goban (gallout a reer c'hoari war ar poentoù kej zo war ar bordoù pe war kornioù ar gael ivez). Ur wech bet lakaet war ar goban, ne vez ket cheñchet plas d'ur maen ken. Gallout a ra ur c'hoarier leuskel e dro pe dilezel an abadenn pa vez e dro.

Ma c'hoari Gwenn e A, e koll ar strollad Du e frankizoù, paket eo ha tennet e vez er-maez eus ar goban.

Lavaret e vez eo luget kenetrezo ar mein eus an hevelep liv zo stok-ha-stok (en ur heuliañ linennoù ar gael). Mont a reont d'ober ur strollad. Frankizoù a reer eus ar poentoù kej goullo en-dro d'ur strollad pe d'ur maen. Pa ne chom frankiz ebet ken gant ur maen, pe ur strollad mein, eo paket (prizoniet). Tennet e vez kuit ar strollad a-bezh eus ar goban neuze. Lakaet e vez gant ar bern prizonidi paket digant an tu enep.

Taolioù difennet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'ho[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kuit na vefe adc'hoariet an hevelep taol da viken eo bet savet reolenn ar c'ho (Ur ger japanek a dalvez peurbadelezh eo ko). Berzet eo c'hoari un taol a adlakfe ar c'hoari en ur stad bet gwelet dija e-kerzh an abadenn. E gwirionez, peurliesañ ne vez implijet reolenn ar c'ho nemet evit ur maen, pe ur strollad mein, zo o paouez bezañ prizoniet ha pa ne chom nemet ur frankiz gant ar maen eo bet c'hoariet an taol gantañ. Ma vez c'hoariet un taol a adkas an traoù d'ar stad ma oant just a-raok ez eo ur c'ho. Difennet eo c'hoari aze eta. Ret eo d'ar c'hoarier c'hoari pelloc'h eta, ar pezh a grou ur c'hemm war ar goban. Evel-se, ma ne vez ket leuniet ar c'ho gant ar c'hoarier all war-lerc'h, eo posupl pakañ el lec'h-se en-dro .

Efed ar c'ho eo lakaat ur saviad lec'hel (en-dro d'ar c'ho) da vezañ kalz diouzh stad an traoù war peurrest ar goban. Ma fell d'an daou c'hoarier gounid ar c'ho e rankont c'hoari taolioù tag e lec'h all war ar goban, betek ma tivizo unan eus ar c'hoarierien ober van eus ur gourdrouz e lec'h all a-benn gellout gounit emgann ar c'ho.

An emlazh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

gwenn o vevañ en difenn du bev du bev du bev
du o tagañ gwenn gourdrouzet gwenn gourdrouzet emlazh gwenn difennet du bev
gwenn bev du bev du bev du bev
gwenn bev gwenn bev gwenn bev

Emañ an du o paouez tagañ e 1.
N'hall get ar gwenn c'hoari er
poent klec'hiet e ruz (emlazh).

Pa vez c'hoariet ur maen e vez sellet da gentañ ouzh frankizoù ar strolladoù enep tro-dro dezhañ. Ma n'eus frankiz ebet ken da lod anezho e vezont tennet kuit ha kontet evel prizonidi. Ma n'eus bet paket strollad enep ebet e studier frankizoù ar strollad m'emañ ar maen zo o paouez bezañ lakaet war ar goban (a-wechoù, eñ hepken). Ma n'eus frankiz ebet ken gant ar strollad ez eo un emlazh. Difennet eo.

Dibenn ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Echuiñ a ra ar c'hoari pa laosk daou c'hoarier o zro lerc'h-ouzh-lerc'h. Tennet e vez neuze ar mein marv (ar re chomet war ar goban hag a vo paket dre ret) e-giz pa vijent bet prizoniet. An tabutoù evit gouzout ha bev pe varv eo ur maen a vez diskoulmet en ur genderc'hel da c'hoari betek ma vefe a-du an daou c'hoarier. E Japan ez eus ur roll degouezhioù hir a ra dave da abadennoù c'hoariet e-kerzh tournamantoù. Dister dra eo se evit an darn vrasañ eus ar c'hoarierien.

Ur wech tennet ar mein marv e konter ar poentoù a-benn gouzout piv zo bet trec'h, da lavaret eo piv zo aet gantañ an tiriad brasañ war ar goban. Daou zoare zo evit se :

  • Mod Japan, hini "an tiriadoù"; pep c'hoarier a gont an niver a boentoù kej goullo kontrollet gantañ (kelc'hiet penn-da-benn gant e vein dezhañ e-unan) ha tennañ a ra an niver a vein bet pakaet digantañ (aes eo d'en ober en ur lakaat ar mein enep war ar poentoù kej kontrollet goullo a-benn bihanaat ar skor).
  • Mod Sina, hini ar gorreadoù; ne gont ket ar brizonidi met kontet e vez an holl boentoù kej kontrollet gant ur c'hoarier, da lavaret eo an holl boentoù m'en deus lakaet ur maen hag an holl boentoù goullo zo kelc'hiet penn-da-benn gant e vein dezhañ e-unan (pa n'hall ket ar c'hoarier enep c'hoari enno hep c'hoari ur c'ho pe hep en em lazhañ).

Ne vern an doare kontañ, trec'h eo an hini a zastum ar muiañ a boentoù. Peurliesañ en em gaver gant an hevelep trec'hour, pe gant mod Sina pe gant hini Japan.

Dilañsoù ha komi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarierien go e deroù un abadenn.

Evit ma c'hallfe c'hoari a-gevret c'hoarierien dezho liveoù disheñvel e c'haller leuskel un tamm lañs d'ar c'hoarier gwanañ. Hennezh, hag a c'hoari gant Du, a c'hall kaout un nebeud mein ouzhpenn lakaet war ar goban a-raok na krogfe an abadenn.

Ar mein dilañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ, e vez lakaet meiñ lañs ar c'hoarier gwanañ war ar goban war poentoù kej kendivizet anvet hoshi. War ur goban 19x19, ez eo an 9 foent da-heul :

  • 4 da (4,4) eus ur c'horn
  • 4 da (4,10) etre ar poentoù a-raok
  • 1 poent e-kreiz (10,10) anvet an tengen

Alies eo rakverket al lec'hioù-se war ar goban dre ur poent brasaet en-dro d'ar poent kej.

Du a c'hall lakaat etre 2 ha 9 maen dilañs hervez diforc'h live an daou c'hoarier. Ma ne sav ket an diforc'h live en tu all d'ur maen hepken, du a c'hoari da gentañ, ar pezh a ro un tamm lañs bihan ma c'haller drezañ gounit e-tro 5 pe 6 foent.

Ar c'homi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa gevez daou c'hoarier ken kreñv ha ken kreñv ez eus ul lañs dre ret gant ar c'hoarier a grog evel m'eo bet gwelet a-us. E-pad kantvedoù ez eus bet c'hoariet go hep teuler nemeur a fed d'an digempouez-mañ. Goude-se eo bet istimet gounid an du war ar gwenn da 5 poent hanter. Bremañ e roer ar poentoù-se d'ar re wenn e-pad an abadennoù kevatal. Komi a reer eus ar poentoù digoll-se.

Abaoe un nebeud bloavezhioù eur tuet da lakaat kreskiñ talvoudegezh ar c'homi. Tremenet eo da 6 poent hanter e Korea hag e Japan ha da 7 poent e Sina.

Strategiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elfennoù diazez ar strategiezh er c'hoari go zo :

Lugañ
Pa vez miret e vein stag ez eus nebeutoc'h a strolladoù da zifenn.
Troc'hañ
Disrannañ mein an eneber a redi anezhañ da zifenn muioc'h a strolladoù.
Bevañ
Barregezh ar mein da chom hep bezañ paket eo. Peurliesañ en deus ezhomm ur strollad eus div lagadenn evit bevañ
Mervel
Marv eo ur strollad ma n'haller ket mirout outañ a vezañ prizoniet war verr, krenn pe hir dermen.

An urzhiataerioù hag ar go[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ: An urzhiataerioù hag ar go

Daoust d'an araokadennoù eo pell ar goulevioù c'hoari go da vezañ ken mat ha goulevioù an echedoù. Ar goulevioù barrekañ ne dapont ket live ur c'hoarier klub etre c'hoazh hag aes e vefent pilet gant ur c'hoarier ampart gantañ un dilañs 9 maen. E 1997 eo bet trec'het ar goulev HandTalk gant Janice Kim, shodan a-vicher, daoust d'un dilañs a 25 maen. E 1998 eo bet trec'het Many Face of Go gant Martin Müller, 6vet dan amatour gant 29 maen dilañs. Displegañ a c'haller kement-mañ dre doareoù liesseurt ar c'hoari, en o zouez :

  • natur saviad an trec'h,
  • lec'hiadur koulz lavaret diniver pep maen war ar goban,
  • ment vras ar goban (ar pezh ne dalvez ket eo gwelloc'h an urzhiataerioù gant gobanoù bihanoc'h),
  • natur anlec'hel reolenn ar c'ho,
  • al live uhel empleget evit anavezout furmoù.

Setu perak e soñj da imbourc'herien zo war ar speredegezh kalvezel e kinnig ar go ur muzul gwelloc'h eus barregezh an urzhiataerioù eget an echedoù.

Deep Blue
D'an 17 a viz C'hwevrer 1996, ar c'hoarier echedoù Gary Kasparov a c'hounezas 4 c'hrogad enep an urzhiataer Deep Blue savet gant ar gompagnunezh IBM, a c'hounezas 2 grogad evelato.
Bloaz goude, d'an 11 a viz Mae 1997, e voe trec'het Kasparov gant Deeper Blue : 3,5 evit an urzhiataer ouzh 2,5 evit an den. En deiz-se e voe diskouezet splann e c'hall un urzhiataer jediñ ur wezennad a 10120 kedaozad bewech ma vez e dro da c'hoari.
D'an 9 a viz Here 2015, e Londrez, an urzhiataer AlphaGo a faezhas Fan Hui, kampion Europa ar c'hoari go, dre 5 krogad ouzh 2. Goude bezañ prouet e c'hall jediñ 10170 kenaozad ar c'hoari go e vo kaset AlphaGo dirak gwellañ c'hoarier ar bed 2015.
  • Evit gouzout penaos e ya Alphago en-dro : Nature (en)

Stankoc'h-stankañ eo ar c'hoari go dre ar Genrouedad. Gallout a ra ar c'hoarierien kejañ, eskemm war abadennoù ha c'hoari an eil ouzh egile. Koulskoude n'eo ket ken priziet hag ar c'hoari gwir. Tu zo da c'hoari gant kalz servijerioù ha meziantoù. Gwelet C'hoari war ar Genrouedad ha Meziantoù c'hoari go.

DeepMind vs. Lee Sedol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Seoul, d'an 9 a viz Meurzh 2016 e krogas an urzhiataer Google DeepMind, gant ar meziant AlphaGo, da c'hoari enep Lee Sedol (* 2 a viz Meurzh 1983), gwellañ c'hoarier denel 2015.

Krogad Deiziad LEE Sedol (den)
Republik Korea Republik Korea
AlphaGo (meziant)
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Evezhiadennoù
1 09 MEU 16 0 1 Dic'hortoz ha tagus eo bet doare c'hoari ar meziant.
2 10 MEU 16 0 1 Emzifenn a-grenn eo bet doare c'hoari an den.
3 12 MEU 16 0 1 Digemm eo bet Lee Sedol, met lañs zo bet gant AlphaGo adal an deroù.
4 13 MEU 16 1 0 Dilez gant ar meziant.
5 15 MEU 16 0 1 1 pt lañs pe 2 gant αGo er yosei ; an den en deus lezet an horolaj da dreiñ.
Σ 1 4 Trec'h eo ar meziant.
* Arsellout ar c'hrogadoù (en).

Meur a wech dija ez eo aet ar maout gant ur meziant e-tal un den.

  • 1979 : ar meziant backgammon BKG 9.8 a c'hounezas 7 ouzh 1 e-tal kampion nevez ar bed, an Itaian Luigi Villa.
  • 1994 : kampion ar bed e voe ar meziant damez saoz Chinook e-tal an Amerikan Marion Tinsley, a embannas emdenn en abeg ma oa klañv ; bloaz war-lerc'h e voe Chinook kampion ar bed adarre.
  • 1997 : ar meziant echedoù Deep Blue a drec'has Gary Gasparov, evel m'eo bet meneget amañ a-us.

Krennlavarioù ha soñjoù diwar-benn ar go[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "N'eo ar bed nemet ur c'hoari go zo bet luziet e reolennoù hep abeg" (krennlavar sinaat).
  • Ken mistr, organek ha ken poellek eo reolennoù ar go. Sur a-walc'h ma'z eus stummoù buhez speredel un tu bennak en egor e tleont c'hoari go" (Emanuel Lasker, bet kampion ar bed war an echedoù).
  • Tri lankad zo d'un abadenn go : ar fuseki, kreiz ar c'hoari, hag an dilez"
  • Atari zo un taol fall
  • Marteze zo divskouarn gant ar c'had met ne vez ket atav daoulagad"
  • A-raok embann eo fall un taol, bezit sur n'eo ket bet c'hoariet gant un navvet dan"

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Geriaoueg ar go[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoari war ar Genrouedad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meziantoù c'hoari go[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lusker speredegezh kalvezel ha c'hoari go. N'eo ket aet ken pell an araokadennoù war ar c'hoari go ha war an echedoù (sellet Deep Blue, Fritz...). Tammoù traoù zo koulskoude :
  • Arvalien grafek, evit c'hoari ouzh ur gwir eneber war unan eus ar servijerioù c'hoari Kenrouedad meneget a-us (KSG, IGS, NNGS, ...) pe a-enep gnugo.
  • Reizhiad korvoiñ gouestlet :
    • Hikarunix zo un dasparzh Linux e LiveCD a bourchas un endro klok evit studiañ ha c'hoari go (GNU Go, qGo, gGo, glGo, CGoban, Jago, ngo, hag all).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • drevezer levezon, goulev pedagogel (diazezet war ar Gwiad) a dres "kartennoù" abadennoù go. Gwelet e vez al levezon, an tennder, ar siperezh hag an distabilder.
  • JeudeGo Teacher, ur sederom deskiñ
  • GoTools, ur goulev diskoulmañ buhezioù ha marvioù, live micherel (n'eus nemet war ar poelladennoù-se, e frammoù bevennet gant palioù sklaer ma c'hall disoc'hoù ar speredegezh kalvezel bezañ keñveriet ouzh re an echedoù)
  • Dariush, ur meziant evit c'hoari e 13x13, diskoulmañ kudennoù, deskiñ ar josekioù, gant un arval grafek evit GNUGo.
  • Goban, un arval grafek evit gnugo ha IGS, dindan Macintosh OS X
  • Drago, un embanner abadennoù ma c'haller adc'hoari poelladennoù pe abadennoù a-bezh, c'hoari ouzh GNUGo, ha moullañ pe ezporzhiañ degouezhioù pe abadennoù klok.
  • Two Representative Computer Go Games, pennad ma ro Martin Müller e soñj war div abadenn c'hoariet ouzh urzhiataerioù.
  • The Game of Go, pajenn gant David A. Mechner, c'hoarier go ha gouleveier, gant un dielfennadenn war live gwirion ar goulevioù go a-vremañ.

Levrioù kelennus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • DICKY Hervé, L'ABC du Go - Plus qu'un jeu, une sagesse, Chiron, Paris, 1996, ISBN 2-7027-0227-9
  • GIRAULT Roger, Traité du jeu de Go : 1. Stratégie, Flammarion, Paris, 1977, ISBN 2-08-202200-5
  • GIRAULT roger, Traité du jeu de Go : 2. Tactique, Flammarion, Paris, 1977, ISBN 2-08-202201-3


中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける