Pinyin
Sinalunioù (lunioù sinaek) en o skritur hengounel pe eeunaet gant o zreuzskrivadur pinyin zo war ar bajenn-mañ. Sellit ouzh ar skoazell war Unicode pe testit o merdeer ma ne welit ket anezho fraezh. |
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar Pinyin (拼音 pīnyīn) zo ur reizhiad skrivañ a dalvez da romanekaat ar mandarineg (da skrivañ anezhañ ent fonetikel gant al lizherenneg latin) hag a vez implijet e Republik Pobl Sina. Pinyin, ger-ha-ger, a dalvez e sinaeg "distagañ ar sonioù". Ur verradenn eo evit hanyu pinyin (汉语拼音 hànyǔ pīnyīn, da lavaret eo : "distagañ sonioù yezh an Han-ed »). Diazezet eo bet e 1958, ha deuet eo da vezañ ar reizhiad implijetañ evit romanekaat ar sinaeg tro-dro ar bed.
Distagadur kensonenn gentañ ur silabenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pinyin | LFE | Displegadur (gwelit Wikipedia saozneg evit gouzout hiroc'h) |
p | [pʰ] | evel e saozneg, pe e brezhoneg pa vez aspiret mat |
t | [tʰ] | evel e saozneg h.a. |
k | [kʰ] | evel e saozneg h.a. |
b | [p] | evel p e galleg |
d | [t] | evel t e galleg |
g | [k] | evel k e galleg |
s | [s] | evel en « sistem » |
c | [tsʰ] | evel ts, aspiret |
z | [ts] | c nann-aspiret (hanterhent etre ds ha ts) |
x | [ɕ] | un tammig evel ch e brezhoneg, war-du an s |
q | [tɕʰ] | un tammig evel tch e brezhoneg |
j | [tɕ] | q, nann-aspiret, etre dz ha dj e brezhoneg |
sh | [ʂ] | un tammig evel ch e brezhoneg |
ch | [tʂʰ] | un tammig evel tch e brezhoneg |
zh | [tʂ] | ch, nann-aspiret |
f | [f] | evel f e galleg |
h | [x] | evel c'h e brezhoneg "c'hoar" |
l | [l] | evel l e brezhoneg |
r | [ʐ] pe [ɻ] | un tammig etre an r eus ar saozneg « rank » hag ar j eus ar galleg « jeu » distaget eus ar c'harlañchenn ! |
w | [w] | evel e brezhoneg (mod-Treger) ; ne glever netra mar emañ heuliet gant u |
y | [j] | evel e brezhoneg ; ne glever netra mar emañ heuliet gant "i" pe "ü" |
m | [m] | evel e brezhoneg |
n | [n] | evel en brezhoneg |
ng | [ŋ] | evel e brezhoneg « onkl » |
Mar krog ur silabenn gant ur vogalenn war-eeun, ha ma tegouezh e-kreiz ur ger, e vez lakaet ur skrab en he raok. Da skouer « Xi'an » (div silabenn) n'eo ket « Xian » (ur silabenn).
Distagadur al lizherennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pinyin | LFE | Displegadur |
a | [ɑ] | e fin ur silabenn, evel ar saozneg « father » |
ai | [aɪ] | un tammig evel ar saozneg « eye » |
an | [an], [ɛn] | un tammig evel ar galleg « Anne ». E-barzh ian, üan, juan, quan, xuan, ha yuan : un tammig evel ar brezhoneg KLT « penn ». |
ar, anr, air | [aɹ] | evel ar saozneg USA « are » |
angr | idem, frïet | |
ao | [aʊ] | evel ar saosneg « cow » well-wazh |
aor | evel ar saosneg « tower » well-wazh | |
e | [ɤ] | un tammig evel ar galleg « je » |
ê | [ɛ] | evel ar galleg « Rennes » |
ei | [ei] | evel ar brezhoneg « breizh » |
en | [ən] | evel ar brezhoneg KLT « takenn » |
eir, enr | [ɝ] | evel ar saozneg « her » mui pe vui |
eng | idem, gant ng goude | |
er | mar n'eo ket e-barzh ar sufiks -r (da skouer 而, 二), evel ar; a-hend-all (da skouer 歌儿, 车儿), evel e gant un -r goude. Gwelit ivez ier, uer, üer | |
engr | idem, friet | |
i | [i] | evel ar brezhoneg « fri », nemet goude "c", "ch", "r", "s", "sh", "z" or "zh"; neuze ne vez klevet vogalenn ebed, hogosik |
ie | [iɛ] | evel ar galleg « hier » mui pe vui |
ier | idem, gant -r goude | |
iu | [iou̯] | evel ar brezhoneg « yaou » |
o | [u̯] | e-barzh bo, po, mo, fo, wo, e vez klevet an diftong ou heuliet gant o. Gwelit ivez ou |
ong | [ʊŋ] | an o amañ a zo un "o" brezhoneg serret |
ongr | idem, gant -r goude | |
ou | evel ar saozneg « so » | |
our | idem, gant -r goude | |
u | [u], [y] | evel ar galleg « ou », nemet goude y, x, j ha q; neuze e vez klevet un u galleg |
ue, uer | gwelit "üe" | |
uo | [uo] | evel ar galleg « tout haut » |
ü | [y] | un u galleg ; ne gaver an ü-se nemet goude n ha l ; a-hend-all ne vez ket merket an umlaut |
üe | [yɛ] | evel ar galleg « tu es » |
üer | idem, gant -r goude |
Distagadur tonennoù ar vogalennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar mandarineg zo ur yezh gant tonioù, gant peder zonenn, skrivet e pinyin gant ar sinoù diakritek-mañ :
- - Ton uhel
- / Ton o vont d'an nec'h (tired lemm e pinyin)
- v Ton o vont d'an traoñ un tammig, ha neuze d'an nec'h
- \ Ton berr o vont d'an traoñ (tired boud e pinyin)
Ar sin diakritek a vez lakaet war unan eus vogalennoù ar silabenn.
Taolenn an tonennoù implijet gant ar pinyin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](An niverennoù merket da heul a dalvez evit skrivañ ar vogalennoù pinyin e HTML).
N° tonenn\vogalenn | a | e | i | o | u | ü |
1(-) | ā 257 | ē 275 | ī 299 | ō 333 | ū 363 | ǖ 470 |
2(/) | á 225 | é 233 | í 237 | ó 243 | ú 250 | ǘ 472 |
3(v) | ǎ 462 | ě 283 | ǐ 464 | ǒ 466 | ǔ 468 | ǚ 474 |
4(\) | à 224 | è 232 | ì 236 | ò 242 | ù 249 | ǜ 476 |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Little Pinyin App 1.0 online
- New Edition Hanyu Pinyin Syllable Table
- Reolennoù eeunaet ar pinyin (e galleg)
- Pennaennoù ar pinyin (e galleg)
- Convert Chinese to Pinyin
- Pinyin Table with sound. Over 1700 individual sounds
- Pinyin tone recognition test
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |