HTML

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit Internet.

Balizennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant baizennoù [1], da lavaret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskwel ar skrid.
Daou-ha-daou peurvuiañ e teu ar balizennoù, a vez skrivet er stumm <balizenn digeriñ>skrid da gemmañ</balizenn klozañ>. Ar valizenn digeriñ a gemenn ar c'hemm a zo da zegas d'ar skrid hag ar valizenn klozañ a verk dibenn ar c'hemm. Da skouer, ar skrid Diskwel lizherennoù tev er <b>ger-mañ</b>! a zeuio evel « Diskwel lizherennoù tev er ger-mañ ! ».

Balizennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • <html> : evit lâret e teraou un teul HTML, neuze e ranko ar merdeer jubenniñ kement a zeu war he lerc'h e-giz kod HTML.
  • <head> : evit merkañ talbenn un teul HTML; bez' emañ ennañ ar stlennoù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet anezho ne vo diskouezet war-eeun.
  • <body> : evit deraouiñ korf un teul HTML, da lavaret eo e endalc'h, kement a vo diskouezet d'an implijer e prenestr ar merdeer.
<head>. . .</head>

E-barzh an elfenn <head> e lakaer :

  • <title> : titl ar bajenn, hag a vo skrivet e-barzh e barrenn-ditl ar merdeer.
  • <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8"> ma lavarer d'ar merdeer ez eus ur skrid skrivet en HTML er bajenn, ha ma roer urzh da ober gant ar reizhiad lizherennoù UTF-8. [2]
<style>. . .</style>

Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioù CSS (Cascading Style Sheets), dalavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù.

<body>. . .</body>

E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer :

  • <h1>, <h2>,... <h6> : titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù...
  • <p> : evit digeriñ ur rannbennad nevez.
  • <br> : evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad.
  • <table> : evit krouiñ un daolenn (e-barzh hemañ e vo kavet ivez <tr> evit pep linenn eus an daolenn, ha neuze <td> evit dispartiañ ar stlennoù).
  • <div>: evit merkañ ur rann.

Skouer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

<!DOCTYPE HTML>
<html>
  <head>
    <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
    <title>Salud, mestr an dud !</title>
    <style>
      p {
       color:red;
       font-weight:bold;
      }
    </style>
  </head>
  <body>
   <p>Salud dit, mestr an dud !</p>
  </body>
</html>

a vo diskouezet war ar skramm :

Salud dit, mestr an dud !

Emdroadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML, ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML eo bet diazezet HTML war ar standard XML ; gant HTML4 ha dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Termofis
  2. Universal Character Set Transformation Format1 - 8 bits ; ar reizhiad-se a rankit implijout mar fell deoc'h e vije lakaet al lizherennoù ñ ha Ñ war wel, da skouer.