World Wide Web
Neuz

World Wide Web
| Iskevrennad eus | servij war internet, digital media |
|---|---|
| Anv berr | WWW, TTT |
| Testenn ar ger-stur | Let's Share What We Know |
| Public domain date | 30 Ebrel 1993 |
| Levezonet gant | ENQUIRE, The Interactive Encyclopedia System, HyperCard |
| Darvoud-alc'hwez | 30th anniversary of the World Wide Web |
| Efed | decline of newspapers |
| Dizoloer pe ijiner | Tim Berners-Lee, Robert Cailliau |
| Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 12 Meurzh 1989 |
| Lec'h produiñ | CERN |
| Istor | history of the World Wide Web |
| Kod rummatadur ACM (2012) | 10003260 |
| Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/web |
Ar World Wide Web (pe ar Web, ar WWW, pe W3), ger-ha-ger ar « gwiad-bed », zo ur reizhiad gourskridoù, lodennet war ar Genrouedad, ha gouest da ziskouez d'an dud, dre ur merdeer, pajennoù-gwiad kinniget en-linenn e lec'hiennoù-gwiad. Ar pajennoù-se zo ereet an eil re ouzh ar re all, abalamour da se e vez implijet al leterc'had gwiad. Skrivet e vezont en HTML, peurliesañ.
Kronologiezh berr-ha-berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1989 : e miz Meurzh, an ijinour saoz Tim Berners-Lee a ginnig mennozh ar World Wide Web (WWW) er CERN (Conseil Européen pour la Recherche Nucléaire) e Genève, Suis, evit ma vefe rannet an ditouroù skiantel er bed a-bezh dre liammoù gourskrid. Kerkent e sav an ijinour belgiat Robert Cailliau, a laboure er CERN ivez, a-du gant ar raktres ; gantañ e voe krouet kentañ logo an arload[1]
- 1990 : krouidigezh al lec'hienn web kentañ, na c'hall bout tizhet nemet gant implijidi ar CERN.
- 1993 : e miz Genver e voe roet lañs d'ar merdeer Mosaic, ar merdeer kentañ a oa gouest da ziskwel skeudennoù e pajennoù web, gant ar greizenn-enklaskoù NCSA (National Center for Supercomputing Applications) en Urbana (Illinois) ; e miz Ebrel e voe embannet kod mammenn ar WWW, digoust ha digor d'an holl dud er bed.
- 1994 : e miz Genver, Yahoo![2], ar c'hentañ renabler pajennoù web, a voe lakaet en-linenn ; e miz Here e voe diazezet ar World Wide Web Consortium (W3C), un aozadur nann kenwerzhel zo e bal kas war-raok kenglotusted teknologiezhioù ar Web (CSS, HTML5, PNG, SOAP, SVG, XML, XTML hag all) dre ar bed.
- 1995 : donedigezh ar merdeerioù Netscape hag Internet Explorer ; e miz Gouere e voe digoret gant Jeff Bezos al levrdi en-linenn Amazon.
- 1998 : ganedigezh Google.
- 2001 : e miz Genver e voe digoret an hollouziadur en-linenn Wikipedia.
- 2004 : Mark Zuckerberg a zigor ar rouedad sokial Facebook.
- 2005 : krouidigezh ar savenn filmoù video YouTube[3].
- 2006 : krouidigezh ar rouedad sokial blogoùigoù Twitter[4].
- 2009 : krouidigezh WhatsApp, ur servij kemennerezh prim. blog
- 2010 : krouidigezh ar rouedad sokial luc'hskeudennoù ha videoioù Instagram.