Mont d’an endalc’had

Romanekadur

Eus Wikipedia

Implijet e vez an termen romanekadur e yezhoniezh evit komz eus an doareoù da implijout al lizherenneg latin evit ober dre skrid gant yezhoù na raent ket gant al lizherenneg-se dre voaz pe dre dreuzlizherenniñ pe dre dreuzskrivañ.

Da skouer, ar sistem pinyin implijet evit skrivañ gant lizherennoù latin ar sinaeg skrivet dre voaz gant sinalunioù.

Sistemoù romanekadur evit yezhoù resis

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellit ouzh ar pennad pennañ-mañ: Treuzlizherennadur arabek

Setu un nebeud sistemoù implijet evit romanekaat al lizherenneg arabek implijet eveit skrivet, etre meur a yezh all, an arabeg, an ourdoueg hag ar perseg:

Sellit ivez ouzh ar pennad pennañ-mañ: Devanagari.

Setu un nebeud sistemoù implijet evit romanekaat an abugidaoù diorroet diwar al lizherenneg vramiek implijet evit skrivañ meur a yezh komzet en India hag e gevred Azia a-bezh:

Sellit ouzh ar pennadoù pennañ-mañ: Sinalun ha Pinyin

Diazet e vez romanekaat ar yezhoù sinaek, dreist-holl pa ranker derc'hel kont eus ar ar politikerezh.

Savet ez eus bet meur a sistem a-hed an amzer, en o zouez ar re bennañ-mañ:

  • Hanyu Pinyin (1958): implijet ez ofisiel gant R.P. Sina evit romanekaat ar mandarineg, dreist-holl evit kelenn da dud a gomz yezhoù all penaos distagañ ar mandarineg unvan. Implijet e vez ivez e Singapoura ha zoken e lec'hioù zo eus Taiwan ha degemeret eo bet evel an doare implijetañ dre ar bed holl da romanekaat gerioù hag anvioù sinaek.
  • ISO 7098 (1991): Tost-tre da Hanyu Pinyin.
  • Pe̍h-oē-jī (POJ), gwezhall e oa hennezh ar sistem ofisiel de facto implijet gant Iliz Presbiterek Taiwan adal an XIXvet kantved. Diazezet e oa war un treuzskrivadur kazi fonemel.
  • Romanekadur Guangdong (1960), implijet evit skrivañ rannyezh Teochow.

Sellit ivez ouzh ar pennadoù pennañ-mañ: Hiragana, Katakana, Kanji ha Rōmaji.

Setu ar sistemoù romanekadur muiañ-implijet:

Sellit ivez ouzh ar pennadoù pennañ-mañ: Hanja ha Hangeul.

Alies a-walc'h e vez romanekaet ar c'horeaneg en un doare ad hoc daoust ha ma'z eus bet diorroet meur a sistem unvan:

  • Romanekadur McCune-Reischauer (MR; 1937?), ar sistem treuzlizherenniñ kentañ bet degemeret en un doare ledan. Implijet e oa bet ez ofisiel ar sistem-mañ, adwelet anezhañ un tamm, e Su Korea etre 1984 ha 2000. Implijet e evz gant ar sistem-mañ un nebeud sinoù diaktritek, en o zouez ar breve hag an daouboent. Ne vez ket doujet en un doare ingal d'ar reolennoù reizhskrivañ orin peurliesañ.
    • Ar sistem ALA-LC[15] implijet gant Kevredigezh levraouegoù ar Stadoù-Unanet (ALA) ha Levraoueg kendalc'h ar Stadoù-Unanet (LC) a zo anezhañ ur sistem diorroet diwar hini McCune-Reischauer.

Diorroet ez eus bet war-lerc'h sistemoù all a-benn renkañ kudennoù gant ar sistem MR:

Sellit ouzh ar pennad pennañ-mañ: lizherenneg taiek

Setu un nebeud sistemoù implijet evit romanekaat al lizherenneg taiek:

Implijet ken evit al lizherenneg kirillek hag ar re c'hlagolitek ha hengirillek.

Streamlined System ("Sistem peureeunaet") eo anv sistem ofisiel romanekadur Bulgaria bet kinniget gant L.L. Ivanov ha degemeret ez ofisiel gant Kengor anvioù-lec'h Bulgaria d'an 2 a viz Meurzh 1995 ha neuze degemeret ez ofisiel gant ar gouarnamant da vat e miz C'hwevrer 2000.

Er Stadoù-Unanet hag e Breizh-Veur avat e kendalc'her da implijout c'hoazh gant Burev ar Stadoù-Unanet evit anvioù douaroniel (BGN) ha gant Poellgor pad evit anvioù douaroniel evit implijoù ofisiel e Breizh-Veur (PCGN) ar Sistem BGN/PCGN bet diorroet gante e 1952 evit romanekaat ar bulgareg.

N'eus sistem unvan ebet evit romanekaat ar ruseg ha dre ma vez lakaet da glotaat an treuzskrivadennoù gant reolennoù reizhskrivañ pep yezh e vez kavet meur a stumm evit pep anv rusek divoutin, da skouer: Чайкoвский > Tchaykovsky, Tchajkovskij, Tchaikowski, Tschaikowski, Czajkowski, Čajkovskij, Čajkovski, Chajkovskij, Çaykovski, Chaykovsky, Chaykovskiy, Chaikovski, Tshaikovski, Tšaikovski, h.a.

Setu un nebeud sistemoù e-touez ar re implijetañ:

  • BGN/PCGN (1947): Sistem treuzlizherennadur implijet gant Burev ar Stadoù-Unanet evit anvioù douaroniel ha Poellgor pad evit anvioù douaroniel evit implijoù ofisiel e Breizh-Veur). [20]
  • GOST 16876-71 (1971): Sistem treuzlizherenniñ soviedel manet dizimplij. Lakaet en e blas GOST 7.79, kevatal da ISO 9.
  • ABU: Sistem romanekadur evit an anvioù-lec'h (1987): diazezet war GOST 16876-71.
  • ISO 9 (1995): Sistem treuzlizherennadur diorroet gant ISO.
  • ALA-LC (1997): [21]
  • Streamlined system Sistem eeunaet evit treuzlizherenniñ ar ruseg.

Setu un nebeud sistemoù implijet evit romanekaat an ukraineg.

Sellit ouzh ar pennadoù pennañ-mañ: Treuzlizherennadur gresianek ha Brezhonekaat anvioù divoutin gresianek.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]