Mont d’an endalc’had

Tierniezh Sui

Eus Wikipedia
Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadoù Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornôg Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou)
Republik Sina (Taiwan)


O ren eo bet an Dierniezh Sui (隋朝 Pinyin: suí cháo, 581-618) e Sina war-lerc'h tierniezhioù ar su hag an norzh hag a-raok Tierniezh Tang. Ganti ez eus bet lakaet un termen da tost pevar c'hantved tabutoù etre renadoù enebet an eil ouzh egile.

Tierniezh Sui Bodhisattva, maen traezh, mougevioù Tianlongshan, Shanxi, VIvet kantved.

Savet eo bet an dierniezh Sui gant an Impalaer Wen, pe Yang Jian. E Chang'an ( Xi'an hiziv) e oa he c'hêr-benn. Daoust d'an dierniezh bezañ bet padet nebeut a-walc'h a-benn ar fin eo bet kreñv he levezon war unaniezh norzh ha su Sina ha savidigezh ar Ganol Veur. Meur a lezenn nevez a voe embannet gant an impalaerien Wen ha Yang : ar reizhiad dasparzh an douaroù bet lañset evit lakaat da zigreskiñ an diforc'hioù etre ar re binvidikañ hag ar re baour a zisoc'ho war ul lamm war-raok e-keñver produktivelezh war al labour-douar; kreizennet e voe ar galloud, skoueriekaet hag unanet e oa ar pezhioù moneiz; gwellaet e voe ar surentez hag astennet ar Voger Vras. Broudet ha skignet e voe ar voudaegezh a-dreuz an impalaeriezh en ur unaniñ evel-se pobloù ha sevenadurioù disheñvel Sina.

Alies-kaer eo bet keñveriet an dierniezh-mañ ouzh an diernelezh Qin bet araozi abalamour d'ar perc'henniezhioù tizhet ha d'ar c'hrizder diskouezet. Lakaet eo bet c'hwitadenn brim ar Suied war chouk o goulennoù tirannek war an dud vunud a c'houzañve tailhoù dreistmoder hag an anerioù. Brevet eo bet an nerzhioù labour gant savidigezh ar Ganol Veur -- un taol ijinerezh meurdezus -- ha gant savidigezh raktresoù savouriezhel all evel ar Voger Vras. Gwanaet gant koulzadoù milourel drastus ha koustus a-enep da Gorea e deroù ar VIIvet kantved ez eas an dierniezh d'an traoñ bountet gant un aridennad emsavadegoù pobl, taolioù treitouriezh, ha muntroù.

Ar voudaegezh ha tierniezh Sui

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En he bog eo bet ar voudaegezh e-pad marevezh ar C'hwec'h tierniezh bet a-raok ar Suied. En em ledet e oa eus India dre impalaeriezh Kushan betek Afghanistan ha betek Sina e-doug marevezh diwezhañ an Haned. War greñvaat e oa aet ar voudaegezh d'ur mare ma ne oa ket ken kreñv krog ar galloud kreiz war ar vro. Gouezet he doa krouiñ un nerzh sevenadurel disachañ a zistroe an dud diouzh ar brezel war-du tiernelezh Sui. E meur a zoare eo ar voudaegezh zo bet pennkaoz d'an azginivelezh sevenadurel e Sina e-pad marevezh ar Suied.

Wendi ha deroù tierniezh Sui

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwanet e oa an dierniezh Sui pa oa bet skoulmet un eured etre merc'h ur Penn eus impalaeriezh norzh ar Zhoued gant Wendi. O santout ar galloud, Wendi a lammas war an tron dre heg hag embann a reas bezañ impalaer. Gounit a reas harp ar gantreerien goude bezañ anavezet o zitl, o koll dre se skoazell ar gelennerien Koñfusour o doa graet nerzh an tierniezhioù kent. A-drugarez d'ar gantreerien e c'hellas Wendi astenn impalaeriezh an norzh. Unan eus ar gwellaennoù bet degaset e-kerzh e ren a voe lakaat sevel sanailhoù a-benn mirout stokoù boued ha reolenniñ priz ar varc'hadourezh a-benn dastum tailhoù war an eostoù.

Yangdi a dapas an tron da-heul marv (muntret marteze a-walc'h). Astenn a reas c'hoazh an impalaeriezh met, er c'hontrol da bolitikerezh e dad, ne glaskas ket harpañ war ar gantreerien. E-lec'h ober an dra-se ec'h adasavas kelennadurezh Koñfusius ha doare Koñfusius da amprouiñ an danvez kargidi. Dre ma kase war-raok adreizhadennoù kelenn e kollas skoazell ar gantreerien. Kalz savadurioù ker-ruz a voe boulc'het gantañ evel ar Ganol Veur. Da-heul e aloubadegoù c'hwitet e Korea, argadegoù kantreerien turkat aet tre e-barzh Sina hag e vuhez a bompadoù diroll diwar-goust ar gouerien e kollas harp an dud hag e voe drouklazhet gant e vinistred dezhañ e-unan.

Pennoù an dierniezh Sui

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv goude-marv (Shi Hao 諡號)
Emglev: "Sui" + anv
Anv ganedigezh Prantad ren Anvioù an oadvezh (Nian Hao 年號) hag an heuliad bloavezhioù a glot ganto
Wendi (文帝 wen2 di4) Yang Jian (楊堅 yang2 jian1) 581-604 Kaihuang (開皇 kai1 huang2) 581-600
Renshou (仁壽 ren2 shou4) 601-604
Yangdi (煬帝 yang2 di4) Yang Guang (楊廣 yang2 guang3) 605-617 Daye (大業 da4 ye4) 605-617
Gongdi (恭帝 gong1 di4) Yang You (楊侑 yang2 you4) 617-618 Yining (義寧 yi4 ning2) 617-618

Istorioù kaer diwar-benn tierniezh Sui a c'haller lenn war Mojennoù tiernelezh Sui

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.