Tierniezh Jin (265 - 420)

Eus Wikipedia


晉朝
Tierniezh Jin
Flag
Flag
265 – 420
Location of Jin
Location of Jin
Tachenn Tiernezh Jin
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Sinaeg
Gouarnamant Impalaeriezh
Istor
 - Aloudabeg Wu ar Reter 265
 - Erlec'hiet gant Liu Song 420


Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadoù Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornôg Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou)
Republik Sina (Taiwan)


An Dierniezh Jin (Sinaeg晋朝), unan eus ar C'hwec'h Tiernezh a heulias marevezh an Teir rouantelezh e Sina. Kent marevezh an Tierniezhioù Su & Norzh eman. Gant ar familh Sima e voe diazezet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E daou brantad e vez disrannet an tierniezh Jin. Tierniezh Jan ar C'hornôk (西晉, 265316) a voe krouet gant Impalaer Wu Jin e 265. Daoust ma teuas a-benn da unvaniñ ar vro dre stagañ Wu ar Reter e 280 ne voe ket gouest da harz ouzh ar gantreidi goude Brezel an Eizh Priñs. Aloubet e voe Luoyang e 311 gant Han Zhao ha lazhet e voe Impalaer Huai Jin. Repuiñ a reas an dierniezh da Chang'an met kouezhout a reas ar gêr e 316 ha kollet e voe an norzh evit ar Jin.

Da su ar vro e tec'has ar pezh a chome eus al lez hag e gêrbenn nevez e savas e Jiankang, e-kichen er pezh a zo Nanjing Da impalaer Tierniezh Jin ar Reter e voe embannet Priñs Longya met ne voe ket anavezet gant stadoù an norzh. Distabil ha gwan e voe Jin ar Reter e-pad an 104 bloavezh o vuhez.E 383, avat e faezhas Qin Diaraok en-doa unvanet norzh ar vro en Emgann Fei, ar pezh a voe abeg fontadeg rouantelezh an norzh.

E 403 e voe skrapet an tron gant Huan Xuan a ziazezas un diernezh nevez , Chu. Ne badas ket pell amzer, avat, rak faezhet e voe Huan Xuan gant Liu Yu. Liu Yu a adlakaas Impalaer An Jin war an tron met eñv a oa an hini a dalc'he ar galloud gwir. Brasaat a reas tachenn ar Jin dre aloubiñ Yan ar Su ha Qin Diwezhat. E 419 e voe taget An ha erlerc'hiet e voe gant e vreur Impalaer Gong Jin. Ur bloavezh diwezhatoc'h e lezas Gong e dron da Liu Yu a grouas Tierniezh Liu Song.

Impalaerien Jin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Anv Familh ha Rakanv Ren Marevezh
"Jìn" + anv + "di"
Jin ar C'hornôk 265316
Wu Di Sima Yan 265290
Hui Di Sima Zhong 290307
Sima Lun 301
Huai Di Sima Chi 307311
Min Di Sima Ye 313316
Jin ar Reter 317420
Yuan Di Sima Rui 317323
Ming Di Sima Shao 323325
Cheng Di Sima Yan 325342
Kang Di Sima Yue 342344
Mu Di Sima Dan 344361
Ai Di Sima Pi 361365
Fei Di Sima Yi 365372 *Taihe 365372
Jianwen Di Sima Yu 372
Xiaowu Di Sima Yao 372396
An Di Sima Dezong 396419
Gong Di Sima Dewen 419420


中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.