E daou brantad e vez disrannet an tierniezh Jin. Tierniezh Jan ar C'hornôk (西晉, 265–316) a voe krouet gant Impalaer Wu Jin e 265. Daoust ma teuas a-benn da unvaniñ ar vro dre stagañ Wu ar Reter e 280 ne voe ket gouest da harz ouzh ar gantreidi goude Brezel an Eizh Priñs. Aloubet e voe Luoyang e 311 gant Han Zhao ha lazhet e voe Impalaer Huai Jin. Repuiñ a reas an dierniezh da Chang'an met kouezhout a reas ar gêr e 316 ha kollet e voe an norzh evit ar Jin.
Da su ar vro e tec'has ar pezh a chome eus al lez hag e gêrbenn nevez e savas e Jiankang, e-kichen er pezh a zo Nanjing Da impalaer Tierniezh Jin ar Reter e voe embannet Priñs Longya met ne voe ket anavezet gant stadoù an norzh. Distabil ha gwan e voe Jin ar Reter e-pad an 104 bloavezh o vuhez.E 383, avat e faezhas Qin Diaraok en-doa unvanet norzh ar vro en Emgann Fei, ar pezh a voe abeg fontadeg rouantelezh an norzh.
E 403 e voe skrapet an tron gant Huan Xuan a ziazezas un diernezh nevez , Chu. Ne badas ket pell amzer, avat, rak faezhet e voe Huan Xuan gant Liu Yu. Liu Yu a adlakaas Impalaer An Jin war an tron met eñv a oa an hini a dalc'he ar galloud gwir. Brasaat a reas tachenn ar Jin dre aloubiñ Yan ar Su ha Qin Diwezhat. E 419 e voe taget An ha erlerc'hiet e voe gant e vreur Impalaer Gong Jin. Ur bloavezh diwezhatoc'h e lezas Gong e dron da Liu Yu a grouas Tierniezh Liu Song.