Republik Sina
中華民國 (zh) Zhōnghuá Mínguó'' Republik Sina (Taiwan) | |||||
| |||||
Kan broadel: "Kan broadel Republik Sina" 《中華民國國歌 "Kan ar Banniel Broadel" 《中華民國國旗歌》 | |||||
Kêr-benn | Taipei | ||||
---|---|---|---|---|---|
Kêr vrasañ | Taipei Nevez | ||||
Yezh(où) ofisiel | sinaeg | ||||
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidantez | Tsai Ing-wen | ||||
Dizalc'h | |||||
- Deiziad | 10 a viz Here 1911 | ||||
- Republik embannet | 1 a viz Genver 1912 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 36 193 km² (136vet) | ||||
- Dour (%) | 10,34 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2012 | 23,245,018 () | ||||
- Stankter | 650/km² (10vet) | ||||
PDK (PGP) | 2023 (istimadur) | ||||
- Hollad | $1.71 trilion (15vet) | ||||
- Keidenn | $73,340 (15vet) | ||||
FDD (2010) | 0.926 (uhel-kenañ) (18) | ||||
Moneiz | Dollar nevez Taiwan (KES )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+8) | ||||
- Hañv (Eur hañv) | n'eus ket (UTC+8) | ||||
Kod kenrouedad | .tw | ||||
Kod pellgomz | +886 |
Republik Sina (e sinaeg 中華民國/中华民国 Zhōnghuá Mínguó) eo anv ofisiel ar Stad a zo en he dalc'h Enez Taiwan hag 167 enezenn all. Taiwan (e sinaeg hengounel 臺灣 ; e sinaeg eeunaet 台湾 ; e pinyin Táiwān) a vez graet anezhi alies ivez. Gant ar memes ment ha Breizh (36,197 km²) met ur boblañs tost 5 gwech brasoc'h (23,5 milion a dud e 2022) he deus Taiwan unan eus ekonomiezhioù kreñvañ ar bed. Ur renad demokratel daoustrolladek eo, ha seizh yezh zo anavezet en ur mod ofisiel. Ur Stad dizalc'h hag emveliek eo, met n'eo ket anavezet gant Republik Pobl Sina, he amezeg bras, ha n'eo ket dileuriet ken en Aozadur ar Broadoù Unanet abaoe 1971.
Er bloaz 1947 e oa en em dennet renerien Republik Sina (1912-1949) da Daiwan o tec’hel kuit rak an armeadoù komunour a yeas an trec’h ganto war ar c'hevandir betek ma voe disklêriet Republik pobl Sina e 1949. Hiziv hon deiz n'eo ket anavezet Republik Sina gant Sina poblek hag a wel anezhi evel he frede proviñs war-ugent.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]23 245 018 a dud a oa o chom er vro e 2012, hag istimet eo da vezañ tizhet 23,894,394 a dud d'ar 1añ a viz Gouere 2022[1].
Hervez ar gouarnamant eo 95% eus ar boblañs eus ar genel Han, ha 2,4% a zo aostronesian.
Sport
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar baseball hag ar basket-ball zo an daou sport pennañ er vro. E baseball e oa renket skipailh broadel ar baotred ha skipailh broadel ar merc'hed niverenn 2 e renkadur etrebroadel an WBSC miz Kerzu 2021.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
|