Hong Kong
Hong Kong (sinaeg : 香港, pinyin : Xiānggǎng pe Hēunggóng, da lavaret eo Porzh ar frondoù
pe porzh porfumet
), Rannvro velestradurel arbennik Hong Kong eus Republik pobl Sina hec'h anv ofisiel , eo ar vrasañ ha pobletañ eus an div Rannvro velestradurel arbennik (RVA) eus Republik pobl Sina (RPC). Macao eo eben. Da 7 500 700 a annezidi e save poblañs Hong Kong e 2019.
Emañ Hong Kong war ribl reter Stêr ar Perlez (珠江 zhū jiāng), en aod Su Sina war vord Mor Sina ar Su. Stok eo ouzh proviñs Guangdong en norzh. Hong Kong eo kêr binvidikañ Republik pobl Sina. Hec'h ekonomiezh zo unan eus ar re frankizourañ er bed. Ur greizenn vras arc'hanterezh ha kenwerzh er bed eo.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tiriad a 1 104 km² eo rannvro velestradurel Hong Kong. N'emañ ket pell eus Trovan ar C'hrank. Meneziek eo ar vro.
Teir rann zo e tiriad Hong-Kong : Enez Hong Kong, kreizenn armerzhel ha politikel ar vro, Kowloon a-dal d'an enezenn, war an douar bras, hag an Tiriadoù Nevez, ar peurrest eus ar vro.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek Skrid-emglev Nanjing e 1842 e teuas da vezañ un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Restaolet e voe da Sina e 1997 ; da Rannvro velestradurel arbennik kentañ Sina e troas d'ar 1añ a viz Gouere. Chom a ra Hong Kong disheñvel a-grenn diouzh ar peurrest eus Sina. Ul Lezenn diazez a reoilh e renad politikel. Heuliañ a ra ar bennaenn « ur vro, div reizhiad », a ro an tu da Hong Kong da viret he reizhiad lezennoù, he moneiz, he reizhiad politikel, he skipailhoù sport etrebroadel hag he lezennoù diwar-benn an embroerezh. Hervez disklêriadenn gumun Sina hag ar Rouantelezh-Unanet he deus prometet Republik pobl Sina e virfe Hong Kong un doare emrenerezh betek ar bloaz 2047 d'an abretañ, da lavaret eo 50 vloaz goude ar cheñchamant Stad.
Un 20 500 bennak a geodediz eus Breizh-Veur zo o chom e kêr (25 500 e oant e 1996). Ar pep brasañ anezhe zo divroidi implijet gant embregerezhioù etrebroadel pe embregerien zo o chom eno gant o ziegezh. Abaoe ar cheñchamant Stad o deus miret ar straedoù o anvioù doubl, e saozneg hag e kantoneg. Bep 1añ a viz Gouere e vez aozet manifestadegoù evit difenn an demokratelezh. Un hanter milion a dud a oa er straedoù e 2014.
Manifesdadegoù ha gourzhbonnadurioù e 2019
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 9 a viz Mezheven 2019 e oa ur milion a dud e Hong Kong evit manifestiñ a-enep an danvez-lezenn kinniget evit kas da Republik Pobl Sina an dud da vezañ barnet. D'ar 16 a viz Even e voe 2 vilion a dud o tibuniñ er straedoù. Dont a rejont a-benn da gaout digarezioù ofisiel. D'ar 1añ a viz Gouere e voe torret dorioù ar Vodadenn Lezennoù, ar parlamant lec'hel, gant manifesterien hag a yeas e-barzh a-raok bezañ skarzhet gant ar polis. Nullet e voe an danvez-lezenn d'an 8 a viz Gouere gant gouarnamant Carrie Lam, met kenderc'hel a reaa Hongkongiz da vanifestiñ evit bezañ emrenoc'h diouzh Sina ha difenn an argerzh demokratekaat. D'an 13 a viz Eost en em vodas tankoù Arme Dieubidigezh Pobl Sina en ur stadion e Shenzhen, ur gêr a zo stok ouzh Hong Kong.
D'an 28 a viz Mae 2020, gant Bodadenn Vroadel ar Bobl, parlamant Republik Pobl Sina, e voes votet ul lezenn a-zivout "surentez ar vroad" hag a voe lakaet da dalvezout e Hong Kong, daoust d’an emrenerezh lec’hel a oa betek neuze.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêr binvidikañ Sina a-bell eo Hong-Kong, gant ur PDK dre annezad a 42 422,9 US$ e 2015. Trede plas arc'hantel ar bed eo.
Gwelioù liesseurt eus an inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Gwel eus Enez Hong Kong eus Victoria Peak. En drekleur emañ porzh Victoria ha Kowloon
-
Heñvel, diouzh noe
-
Gwel noz eus porzh Victoria war rizenn an dremmwel
-
Arvestva eus Kowloon
-
Porzh Hong Kong gwelet eus Victoria Peak e Miz Even 2019