Kantoneg
Neuz
Ur yezh sinek-tibetek eus skourr ar yezhoù sinaek eo ar c'hantoneg (e sinaeg : 粤语, pinyin yuèyǔ ; pe 廣東話, guǎngdōnghuà ; e jyutping gwong2dung1waa2), komzet e Hong Kong, Macau hag e proviñs Guangdong, e Sina. Komzet e vez kantoneg ivez gant kalz eus ar Sinaiz a zo divroet da Vietnam, Malaysia, pe broioù all e gevred Azia, koulz ha gant ar re a vev e Norzhamerika.
An trede yezh sinaek hervez an niver a dud a gomz anezhi, gant ouzhpenn 70 milion a gomzerien er bed a-bezh.