Trovan ar C'hrank
Trovan ar C'hrank a vez graet eus al ledred a ra tro an Douar hag a verk al lec'h ar muiañ en norzh ma c'hall an Heol bezañ er zenit (pe "neinboent"), dres a-us penn an arseller eta, d'an eur a greisteiz. Kement-se a c'hoarvez da c'hoursav-heol an Hañv (war-dro an 20 a viz Mezheven). 23° 26’ 16’’ a-us d'ar c'heheder eo ledredenn Trovan ar C'hrank. An eneb en hantervoul su eo Trovan ar C'havr.
Unan eus ar pemp ledredenn implijetañ eo gant ar C'heheder, Trovan ar C'hrank, hag an daou gelc'h polel (kelc'h Arktika, kelc'h Antarktika).
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv diwar hini steredeg ar C'hrank pa'c'h antre an Heol e sin ar C'hrank da c'hoursav-heol an hañv e steredouriezh.