Republik Sina (1912-1949)
| Rann eus | Kevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Kevredidi an Eil Brezel-bed |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1 Gen 1912 |
| Anv er yezh a orin | 中華民國, Tiong-hoâ Bîn-kok, Chûng-fà Mìn-koet |
| Perzhiad e | Brezel ar Meurvor Habask, Brezel Sina ha Japan, Sino-Soviet conflict, Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
| Diazezer | Sun Yat-sen |
| Yezh ofisiel | Standard Taiwanese Mandarin, Old National Pronunciation |
| Kevandir | Azia |
| Stad | Republik Sina (1912-1949) |
| Located in the present-day administrative territorial entity | Republik Pobl Sina, Taiwan, Mongolia |
| Lec'hiadur | Sina |
| Daveennoù douaroniel | 40°0′0″N 110°0′0″E |
| Renad politikel | Republik |
| Ezel eus | Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet, Aozadur ar Broadoù Unanet |
| Moneiz | yuan |
| A zo stok ouzh | Impalaeriezh Japan |
| Heuliet gant | Republik Pobl Sina |
| Erlec'hiañ a ra | Tierniezh Qing, Mandchoukouo, Impalaeriezh Sina |
| Yezh implijet | mandarineg |
| Darvoud-alc'hwez | Xinhai Revolution |
| Deiziad divodañ | 7 Kzu 1949, 1971 |
| Banniel (deskrivadur) | flag of the Republic of China |
| Istor | history of the Republic of China |




Republik Sina (sinaeg : 中華民國, pinyin : Zhōnghuá Mínguó) a oa ur stad e reter Azia war douaroù kevandirel Sina etre 1912 ha 1949. Savet e oa bet ar Stad-se e miz Genver 1912 goude Reveulzi Xinhai, en devoa roet lamm d'an dierniezh Qing, tiegezh impalaeriel ziwezhañ Sina. Ar gouarnamant a oa skampet kuit da d-Taipei e 1949, ur wech trec'het garv ar C'huomintang e fin Brezel diabarzh Sina. Kentañ prezidant Republik Sina, Sun Yat-sen, a oa chomet un tammig amzer e penn ar vro a-raok lezel ar galloud gant Yuan Shikai, penn bras Lu Beiyang. E strollad, renet gant Song Jiaoren a oa bet trec'h e-pad dilennadegoù parlamantel Kerzu 1912. Song Jiaoren a oa bet lazhet nebeut amzer war-lerc'h hag ar gouarnamant a oa bet e dalc'h Lu Beiyang gant Yuan Shikai e penn an traoù. Etre fin 1915 ha penn-kentañ 1916, Yuan Shikai en doa klasket adsevel ar vonarkiezh met rediet e voe da reiñ e zilez abalamour da enebiezh kreñv ar bobl. Ur wech marvet Yuan Shikai e 1916, izili luskadoù el Lu Beiyang a grogas da vezañ dieupoc'h-dieupañ diouzh ofiserien al lu. Ouhzpenn klask dont da vezañ dieub e enebjont etreze dre emgannoù. El lajad amzer-se e oa aet gouarnamant Beiyang war wanaat dre un adsavidigezh eus an Dierniezh Qing.
E 1921, ar C'huomintang (KMT), gant Sun Yat-sen e penn ar strollad, a save ur gouarnamant enebet e kêr Canton, e Proviñs Canton, asambles gant ur strollad nevez o tiwanañ, Strollad Komunour Sina. Ekonomiezh Norzh Sina, gant tailhoù uhel spontus evit reiñ harp d'ar vistri brezel, a gouezhe en he foull etre 1927 ha 1928. Ar Jeneral Tchang Kai-chek, deuet da vezañ penn ar KMT goude marv Sun Yat-sen, en devoa roet lañs da Aloubadeg an Norzh e 1926 evit flastrañ gouarnamant Beiyang, ar pezh a voe echuet e 1928. E miz Ebrel 1927, Tchang a save ur gouarnamant broadelour e Nanjing, hag a lazhadege komunourien Shanghai. Ar strollad komunour sinaat a voe rediet neuze da vont gant hent ur guerrilla, kroget e oa Brezel diabarzh Sina.
| |||||||||||||||||||||||||