Kuomintang

Eus Wikipedia
Skoed ardamaz ar C'huomintang

Kuomintang Sina (skrivet Guomindang a-wezhioù), ha troet alies evel Strollad Broadelour Sina, pe Ar strollad broadelour sinaat (KMT pe GMD), eo ar strollad politikel koshañ eus Sina. Kroueet e oa e 1912 gant Sun Yat-sen ha chom a reas e penn gouarnamant kreiz Sina eus 1928 betek trec'h ar Gomunisted e 1949. Adalek neuze e voe e penn Taiwan ma oa ar strollad nemetañ aotreet betek 1986.

Chom a reas ar strollad politikel galloudusañ betek 2016. Gantañ e veze ar muiañ-niver er parlamant hag ar brezidantelezh, nemet etre 2000 ha 2008. Koll a reas an dilennadegoù e 2016 ha gounezet e oa neuze ar brezidantelezh hag an niver brasañ a sezoù er parlamant gant ar strollad demokratour. Emañ hiziv er gostezenn enebet ouzh ar gouarnamant e parlamant Taiwan.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]