Mont d’an endalc’had

Sun Yat-sen

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Sun Yat-sen
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTaiwan, Tierniezh Qing Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den孫逸仙 Kemmañ
Anv-bihanWen, Yixian, Zhongshan Kemmañ
Anv-familhSun Kemmañ
Courtesy name載之 Kemmañ
Anv e kanaそん ぶん Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Du 1866 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCuiheng Kemmañ
Deiziad ar marv12 Meu 1925 Kemmañ
Lec'h ar marvPeking Union Medical College Hospital Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev an avu Kemmañ
Lec'h douaridigezhSun Yat-sen Mausoleum Kemmañ
TadSun Dacheng Kemmañ
MammMadame Yang Kemmañ
Breur pe c'hoarSun Mei Kemmañ
PriedLu Muzhen, Chen Cuifen, Haru Asada, Kaoru Otsuki, Soong Ching-ling Kemmañ
BugelSun Fo, Sun Wan, Fumiko Miyagawa, Sun Yan Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, yezhoù sinaek Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Lec'h orinDongguan Kemmañ
Micherpolitiker, mezeg, prederour Kemmañ
ImplijerNanjing University Kemmañ
KargExtraordinary President of the Republic of China, Great President of the Republic of China Kemmañ
Lec'h annezSan Francisco, Haxell's Hotel Kemmañ
Lec'h labourHong Kong Kemmañ
Strollad politikelKuomintang, Tongmenghui Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1911 Republic of China provisional presidential election Kemmañ
RelijionCongregational churches Kemmañ
Grad milourelgeneralissimo Kemmañ
BrezelXinhai Revolution Kemmañ
Ezel eusTiandihui, Frañmasonerezh Kemmañ
Prizioù resevetOrder of Merit for National Foundation Kemmañ
Sun eo an anv-familh.
Sun Yat-sen

Sun Yat-sen (Sūn Yixiān e pinyin ; ganet d'an 12 a viz Du 1866; marvet d'an 12 a viz Meurzh 1925) a oa un dispac'hour ha politikour sinat. Dre ma oa e-touez ar re vrudetañ e Sina vroadelour ez eo anavezet evel Tad Bro Republik Sina. Roll Sun a voe a-bouez evit diskar an dierniezh Qing, an dierniezh diwezhañ e Sina, adalek miz Here 1911. Kentañ prezidant da-c'hortoz Republik Sina e voe, pa voe savet e 1912. Kensevel a reas diwezhatoc'h ar c'hKuomintang (KMT) ma voe e rener kentañ. Un den unvaner e oa Sun e Sina war-lerc'h an Impalaeriezh, ha n'eus nemetañ e-touez politikourien Sina an 20vet kantved a zo ken priziet e daou du strizh-mor Taiwan.

Daoust ma vez sellet outañ evel unan eus renerien veur Sina a-vremañ e voe ret dezhañ stourm diehan ha divroañ e-pad e vuhez politikel. Da heul trec'h an dispac'h ez eas buan e-maez ar galloud ha ren a reas meur a ouarnamant dispac'hour a-enep ar vac'htierned a reolie ul lodenn vras eus ar vro. Ne vevas ket Sun pell a-walc'h evit gwelout e strollad o kreñvaat er vro. Goude ma voe marvet e tisrannas e strollad, en doa graet ur c'henemglev bresk gant ar gomunourien, e daou. Hêrezh vrasañ Sun a zo e brederouriezh politikel, anvet "Teir bennaenn ar Bobl": broadelouriezh, demokratelezh, ha padusted ar bobl.

Sun a oa ganet evel Sun Wen (kantoneg: Syūn Màhn; 孫文), e anv gwirion hervez hêrez en dije ranket bezañ Sun Deming (Syūn Dāk-mìhng; 孫德明). Pa oa bugel e oa lesanvet Tai Tseung (Dai-jeuhng; 帝象). E anv sevended a oa Zaizhi (Jai-jī; 載之), hag e anv badez a oa Rixin (Yaht-sān; 日新). Pa oa skoliataet en Hong Kong e oa bet roet an anv arzel Yat-sen (Chinese: 逸仙; pinyin: Yìxiān) dezhañ. Sūn Zhōngshān (孫中山), e anv sinat brudetañ, a zo deuet a-ziwar e anv japanek akayama Shō (中山樵), ul lesanv roet dezhañ gant Tōten Miyazaki pa oa kuzhet e Bro Japan.

Sun Yat-sen a oa bet ganet d'an 12 a viz Du 1866 . An tad a oa Sun Dacheng hag ar vamm Madame Yang. Ganet e oa e kêriadenn Cuiheng, Xiangshan County (kêr Zhongshan hiziv-an-deiz), Guangdong. Dre ar familh e oa awenet gant ar sevenadurezh Hakka (gant orinoù e Zijin, Heyuan, Guangdong) ha kantoneg. An tad a oa perc'henn war nebeutdik douaroù ha labourat a rae evel kemenner e Macau, met ivez evel devezhier ha dezouger. Ur wech echuet gant ar skol-vamm, e ya da vevañ en Honolulu e Rouantelezh Hawaii. Eno e vevo mat met gant ur yec'hed klañvidik gant e vreur brasoc'h Sun Mei.