Mont d’an endalc’had

Brezel Sina ha Japan (1937-1945)

Eus Wikipedia
Brezel Sina ha Japan
brezel
Rann eusBrezel ar Meurvor Habask Kemmañ
Lec'hSina Kemmañ
Deiziad2 Gwe 1945 Kemmañ
Deiziad kregiñ7 Gou 1937 Kemmañ
Deiziad echuiñ9 Gwe 1945 Kemmañ
PerzhiadTaiwan, Impalaeriezh Japan, Republik Sina (1912-1949) Kemmañ
Abeg pennañMarco Polo Bridge incident Kemmañ
Istortimeline of the Second Sino-Japanese War Kemmañ


An eil Brezel Sina ha Japan a grogas gant aloubadeg reter Sina gant arme impalaeriezh Bro-Japan. C'hwec'h vloaz goude aloubadeg Mandchouria, impalaeriezh Bro-Japan a zalc'he gant e bolitikerezh emledañ e Sina. Sur eus o chañsoù da echuiñ ar brezel buan ez eas ar Japaned betek ober ar raktres da c'hounit ar brezel en un nebeud sizunvezhioù[1] : daoust da drec'hioù kentañ Bro-Japan e padas ar brezel e-pad eizh vloaz. Rediet e oa an impalaeriezh da verañ un dachenn ec'hon ha na oa ket sur.

Tagadenn Bro-Japan a zegasas un dreverzh er Brezel diabarzh a enebe ar C'huomintang ha strollad komunour Sina abaoe dek vloaz. Sevel a reas an div gostezenn un eil talbenn unvan sinaat. Ar brezel etre Sina ha Bro-Japan a oa gwadek-kenañ, ha dilerc'hioù pounner en doe war istor Bro-Sina ha war ar c'hempouezioù geopolitikel eus al lodenn-se eus ar bed en degadoù bloavezhioù goude.

Adalek 1939 e krogas ar brezel d'en em ledañ e diavaez Sina, gant ar brezel etre Bro-Japan hag an URSS e Mongolia. Adalek 1941 en em renkas Republik Sina a-du gant ar Gevredidi. Brezel Sina a zeuas da vezañ en un doare ofisiel ul lodenn eus an Eil Brezel-bed.

Echuiñ a reas brezel Sina ha Japan pa godianas Bro-Japan e 1945, hag heuliet e oa gant adkrog ar brezel diabarzh e Sina.

  1. Lloyd E. Eastman, The Nationalist era in China, 1927-1949, Cambridge University Press, 1991, p. 123

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.