Marevezh Yayoi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mare Yayoi (弥生時代 Yayoi jidai?) a zo prantad istor Japan etre 300 kent J.K. hag ar bloaz 250. An anv a zeu eus al lec'h, e karter Tokyo m'eo bet kavet roudoù ar mare-se gant arkeologourien. Heverk eo ar prantad-se evit an doare nevez da c'hounit ar riz hag ivez evit ar poderezh. Adalek ar mare-se e vez implijet houarn hag arem er metalouriezh. Un doare renkadurezh sokial a grogas e-pad ar prantad-se ivez. Mare Yayoi a zeu goude mare Jōmon (14 000-300 kent J.K.), ledet e oa ar sevenadur-se eus su Kyūshū da norzh Honshū.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.