Emgann Tenmokuzan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Katsuyori a-zehoù e-pad emgann Tenmokuzan. Taolennadur eus an XIXvet kantved

Emgann Tenmokuzan (天目山の戦い Tenmokuzan no Tatakai) e Japan, e 1582, anvet ivez Emgann Toriibata, a oa bet un emgann hag ar stourmadenn ziwezhañ gant ar c'hlan Takeda. Ar wech ziwezhañ e oa bet da Takeda Katsuyori talañ ouzh nerzhioù kendeuzet Tokugawa Ieyasu hag Oda Nobunaga.

Ur wech kollet an emgann, Katsuyori a c'hwezhas an tan en e gastell e Shinpu hag a dec'has dre ar menezioù da vont d'ur c'hreñvlec'h Takeda, anvet Iwadono. Difennet e oa al lec'h gant Oyamada Nobushige, un den a fiziañs dezhañ. Siwazh Katsuyori e voe trubardet gant Oyamada. E-pad ma oa ar peurrest eus e lu o talañ re e enebourien en em lazhas dre seppuku.