Marevezh Heian

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Heian-kyō, kêr-benn Japan er Marevezh Heian

Marevezh Heian (japaneg : 平安時代 Heian jidai) a reer eus ar marevezh diwezhañ en Istor Japan klasel, a badas 391 vloaz adalek 794 betek 1185.

Er bloaz 794, a-c'houde meur a wallreuz en e gêr-benn Heijō-kyō (Nara hiziv), an impalaer Kanmu (736-806, ren 781-806) en em stalias gant e lez e Heian-kyō (Kyōto hiziv), a chomas annez an impalaer betek 1868.[1] ; diwezh ar Marevezh Nara ha deroù ar Marevezh Heian e voe.

A-hed ar Marevezh Heian e skañvaas levezon sevenadurel Sina war Japaniz tra ma vevent "Oadvezh Aour" o sevenadur dezho dre ar varzhoniezh, al lennegezh hag al livouriezh ; d'ar mare-se e voe ijinet ar silabennaouegoù hiragana ha katakana gant maouezed al Lez, na oant ken desket e sinaeg hag ar wazed — en eil hanterenn ar Marevezh Heian e voe skrivet Genji Monogatari gant Murasaki Shikibu (紫式部, c. 978c. 1019 ).

Buan e voe ar c'hlann Fujiwara an hini galloudusañ el lez, dre euredoù gant tiegezh an impalaer pergen.[2] ; gantañ e oa ar galloud gwirion, kentoc'h eget gant an impalaerion.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Miura Daisuke Yoshiaki (1093-1181) war varc'h e-kerzh ar Brezel Genpei

E deroù ar Marevezh Heian e teuas ar gouarnamant a-benn da vestroniañ ar boblad Emishi (蝦夷 "barbared ar chevr") a veve e Honshū an Norzh[3], a-drugarez d'ar jeneral Ōtomo no Otomaro (731-809), a voe an den kentañ anvet da 征夷大将軍 seītai shōgun, "pennkomandour ar c'horf brezelekaat enep ar varbared"[4] ; er bloaz 802, ur seii tai-shōgun all anvet Sakanoue no Tamuramaro (758-811) a faezhas emsavadeg ar boblad Emishi renet gant Aterui, a varvas er gad.[3] Kreñvoc'h-kreñvañ e voe ar gadourion nobl anvet samurai' (侍, pe 武士 bushi "micherour armet"), ofiserion nobl ar seii tai-shōgun, betek kemer ar galloud e dibenn ar Marevezh Heian.

Skoet gant ar vrec'h e voe Japan er bloavezhioù 812-814, ma varvas tost an hanter eus he foblañs[5].

Er bloaz 858, Fujiwara no Yoshifusa (804-872) en em lakaas da sesshō (摂政 "rejant") an [impalaer [Impalaer Seiwa|Seiwa]], a oa 8 vloaz. E vab Fujiwara no Mototsune (836-891) a grouas ar garg anvet kanpaku (関白), a oa e gwirionez karg ur pennkuzulier hag ur pennsekretour a c'helle ren e-lec'h un impalaer en e oad, hogen re gozh pe re glañv.
Adalek ar bloaz 936 betek 939 e voe ur stirad emsavadegoù enep galloud Heian-kyō, kaset er Reter gant ar samurai hag un aotrou lec'hel (大名, daimyō) anvet Taira no Masakado (? – 940), harpet gant ar samurai ha uhelad el Lez Fujiwara no Sumitomo (? – 941) er C'hornôg. Ne zeujont ket a-benn da ziskar an impalaer hag e lez avat.

E 996, Fujiwara no Michinaga (966-1028) a voe kanpaku hag a renas pa voe ar c'hlann Fujiwara e barr e c'halloud.[6] ; peder a-douez e verc'hed a voe dimezet da impalaerion.[2] Betek 1086 e chomas ar galloud leun gant ar c'hlann Fujiwara ; pa dremenas an tron eus an impalaer Shirakawa d'e vab Horikawa e talc'has ar re Fujiwara da lezennata : ganto e voe lakaet an insei (院政 "melestradur ur manati") e pleustr : ent-ofisiel, un impalaer a zileze e garg ha honnezh a dremene d'ur warlec'hiad bet dibabet gantañ ; en e retred, en ur manati peurliesañ, e kendalc'he an ez-impalaer da ren dre guzh tra ma rae an impalaer titlet war-dro deverioù lidel an unpenniezh.[6]

A-hed ar Marevezh Heian ez eas galloud an impalaerion war ziskar, abalamour ma oa ker beuzet al lez en iriennoù ma lezire melestradur ar Stad er-maez eus ar gêr-benn.[2] Nebeut-ha-nebeut e voe kaset da get ar ritsuryō (大宝律令, Taihō-ritsuryō) a oa bet embannet er bloaz 703 hag a framme ar gouarnamant kreiz hag ar re lec'hel hervez ar gonfusianegezh ha lezennoù Sina, dre ma teue an noblañsoù hag ar c'hloer a-benn da vout eztellet evit o shōen (荘園 "maner"), o manerioù, dre ar reizhiad heñvelanvet ma roe an impalaer douaroù d'an noblañsoù ha d'ar venec'h, na baeent ket telloù na warno na war ar pezh a veze kenderc'het drezo[6]. Da get ivez ez eas an Adreizh Taika (大化の改新 Taika no kaishin), a lakae ar Stad da berc'hennez war an holl zouaroù hag a oa ingalet etre al labourerion-douar hervez pennaennoù ar gonfusianegezh diwar skouer politikerezh Sina : daoust d'an holl zouaroù bout bet perc'hennet gant ar Stad, tremen an hanter anezho a oa e dalc'h perc'henned manerioù en XIvet kantved, ar pezh a wanaas ar galloud kreiz hag an armerzh, hag a greñvaas ar c'hlannoù lec'hel. Pa ne zeue mui trawalc'h a delloù d'ar Stad, ne c'helle mui goprañ an arme vroadel hag ar vro ne oa mui difennet ; neuze, perc'henned o shōen a savas armeoù prevez gant o samurai.[7] Daou diegezh diskennet eus impalaerion, ar c'hlann Taira hag ar c'hlann Minamoto, a voe perc'henned war armeadoù bras ha manerioù niverus er-maez eus ar gêr-benn. Krog e voe ar gouarnamant da arverañ an daou glann-se evit diarbenn pep emsavadeg hag ar morlaerezh.[6]

E 1051 e voe daeet ar galloud kreiz gant izili eus ar c'hlann Abe, a oa o ren er gouarnamant lec'hiel. Gant al lez e voe roet urzh d'ar c'hlann Minamoto tagañ ar re Abe, a voe faezhet e-kerzh ar Brezel Zenkunen (1051-1063) e penn kreiznosañ Honshū[1], ha kreñvaet e voe ar galloud kreiz er rann-se eus an Impalaeriezh.
En hevelep korn-bro e voe Brezel Gosannen (後三年合戦, gosannen kassen "brezel an tri bloaz diwezhat"), ur brezel diabarzh a badas c'hwec'h vloaz e gwirionez, eus 1083 da 1089. Dizehan e veze arvelloù e diabarzh ar c'hlann Kiyohara ; pa ne zeuas ket ar gouarnour Minamoto no Yoshiie (1039-1106) d'o sioulaat dre gevraouiñ un emglev ez eas dre nerzh, gant harp ar samurai hanter-japanat, hanter-emishi Fujiwara no Kiyohira 1056-1128). Klann Fujiwara an Norzh a voe mestr war Honshū an Norzh a-c'houdevezh, hag a chomas a-hed ar c'hantved[8].

Er bloaz 1156 e tarzhas un emsavadeg a-zivout hêrezh an Impalaeriezh, Emsavadeg Hōgen (保元の乱 Hōgen no ran), a badas div sizhunvezh ; an daou gevezer, Go-Shirakawa (1127-1192) ha Sutoku (1119-1164) a c'hopras ar c'hlannoù Taira ha Minamoto evit kemer an tron dre nerzh. Gant ar c'hlann Taira ez eas an trec'h. Penn ar c'hlann-se, Taira no Kiyomori (1118-1181) a dennas splet eus ar gur-se evit kreñvaat e c'halloud e lez an impalaer e Kyōto a-hed bloavezhioù. A-c'houde ar brezel-se e voe kevezerezh etre an daou glann, hag an emsavadeg Heiji (平治の乱 Heiji no ran) a c'hoarvezas e 1160, na badas nemet pemzektez ; trec'h e voe ar c'hlann Taira a-nevez, ha forbannet e voe renerion ar c'hlann Minamoto.
E 1180, Taira no Kiyomori a stalias e vab-bihan Antoku (1178-1185) evel impalaer, hag eñ bloaz hanter hepken — ne renas nemet e-pad pemp bloaz, betek e varv d'an oad a 6 vloaz. Diouzhtu e savas ar c'hlann Minamoto enep dezhañ : e benn Minamoto no Yoritomo (1147-1199) a zistroas eus an harlu hag a voulc'has Brezel Genpei e 1180 ; daoust da varv Taira no Kiyomori e 1181 e kendalc'has ar vell betek 1185, gant trec'h ar c'hlann Minamoto.[2]

Goude bout bet war zisteraat e-pad kantvedoù, poblañs Japan a stabilaas e diwezh ar Marevezh Heian[9].

Gant trec'h ar c'hlann Minamoto e voe finvezh ar marevezh Heian ha deroù ar Marevezh Kamakura (1185-1333) ; deroù Japan c'hladdalc'hel e voe ivez, a badas betek 1600 ; Minamoto no Yoritomo a voe ar shōgun kentañ, a renas adalek 1192.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 874 da 884 e voe drastet impalaeriezh Sina gant un emsavadeg renet gant ar floder holen Huáng Cháo (黃巢, 835-884) ; paouezet e voe da gas Japaniz da lez an Diernac'h Tang, paouezet ivez da enporzhiañ danvezioù sinaat. Ur sevenadur japanat-rik a c'hallas bleuniañ neuze betek tizhout e varr.

A-hed ar Marevezh Heian e voe lez an impalaer ur greizenn sevenadurel hag arzel eus ar re vlizikañ. Adalek an IXvet kantved e tiwanas skolioù japanat war an holl dachennoù arzel.
E dibenn ar Marevezh Heian ivez, e 1052 e voe savet ar Byōdō-in (平等院, "azeuldi ar C'hevatalder"), un azeuldi boudaat e kêr Uji.

Boudaegezh
Danjō-garan war Menez Kōya, ul lec'h boudaat nevet

Tri doare boudaegezh a voe e Japan er marevezh Heian : 法相宗 Hossō shū, deuet eus Sina, a voe distroadet gant 真言宗, Shingon-shū deuet eus ar vajrayāna dre Sina ivez ha gant 天台宗, Tendai-shū, ur skol japanat awenet gant ar mahāyāna.[10]

Deuet-mat e voe Tendai-shū gant Lez an impalaer, p'edo ar gêr-benn e-harz Menez Hiei, ur manati tendai warnañ. An impalaer Kanmu a oa unan eus harperion ar ranngredenn, neuze e vroudas ar venec'h ma vije doujet an impalaer hag an impalaeriezh hag e teuas Tendai-shū da vout galloudus-kenañ a-hed ar c'hantvedoù war-lerc'h.
Goude Kanmu e voe hoalet an impalaerion gant Shingon-shū en abeg d'he lidoù a veze prizet gant ar bobl, ha d'he arzoù : barzhoniezh, kaerskriverezh, kizellerezh ha livouriezh. Nebeut-ha-nebeut e troas an div ranngredenn a-benn da liammañ ar Stad ouzh ar relijion dre al Lez, ar pezh a c'hanas ur "voudaegezh vrientinel".[10],[11]

Lennegezh

Sinaeg a veze skrivet ent-ofisiel e lez an impalaer, met buan e voe arveret ar silabennaouegoù hiragana ha katakana er vro, ar pezh a vroudas al lennegezh japanek. Doareoù skridoù nevez a zeuas war-c'horre : romantoù, danevelloù istorel e komz-plaen (物語 monogatari "istor") hag arnodskridoù, met el Lez hag er gloer boudaat e vezent aozet.

Barzhonegoù dreist-holl a veze skrivet el Lez. Un lodenn eus o renk e oa e metoù ar vrientinion hag o servijerion, niverus e oa an degouezhioù ma ranked sevel gwerzennoù : ganedigezh ur bugel, un darvoudenn el Lez, un arvest kaer en natur. Ur varzhoneg savet fall a c'helle divrudañ un den, unan vat e enoriñ ; ker pouezus hag ar c'homzioù e oa ar c'haerskriverezh, ha pa vije e japaneg pe e sinaeg.[12]
E-kerzh ar Marevezh Heian e voe skrivet komzoù 君が代 Kimigayo "Ren E Veurdez Impalaerel", a zo kan broadel Japan hiziv c'hoazh, koulz ha Genji monogatari, unan eus romantoù kentañ ar bed a-bezh ; un oberenn bouezhus all e voe 枕草子 Makura no Sōshi "Levr ar pennwele", echuet er bloaz 1002 gant al lesaourez Sei Shōnagon (清少納言, c. 9661017 pe 1025). Ar varzhoneg いろは歌 Iroha uta "Kan Iroha", testeniekaet e 1079, zo chomet brudet betek hiziv rak holl lizherennoù ar silabennaoueg zo enni.[13]

Kenedouriezh
Itsutsuginu-karaginu-mo

Pouezus ha dezveget e veze neuz an dud er Marevezh Heian evit merkañ o renk. Koulz ar vrientinion hag ar brientinezed a boultre o dremm e gwenn hag a zue o dent (お歯黒 ohaguro "dent du"). Ar wazed o deveze mourroù moan hag ur bouchig ; ar maouezed a live o muzelloù e ruz en ur dresañ ur genoù munut, ha lemel o divabrant a raent kent o adtresañ uheloc'h war o zal (引眉 hikimayu).
Hir ha lufrus e veze blev ar maouezed, a wiske el Lez saeoù anvet itsutsuginu-karaginu-mo (五衣唐衣裳 "pemp pezh dilhad seiz") el lez ha jūnihitoe (十二単 "daouzek gwiskad") war ar pemdez. Hervez ar renk, ar garg hag ar rannvloaz e veze an dilhad ; ar maouezed a ranke heuliañ ur reizhiad livioù a veske re plant ha loened ar rannvloaz[14].

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peoc'hus a-walc'h e voe ar Marevezh Heian en Istor Japan, met war wanaat ez eas ar armerzh ha paouroc'h-paourañ e voe ar braz eus an dud. Mestroniañ kenderc'hadur ar riz a oa andon pinvidigezh an tiegezhioù galloudusañ[12], a oa 0.10% eus ar boblañs (5 000 diwar 5 milion). Galloudus e oa ar vrientinion-se, hogen dic'houest da verañ ar vro en un doare efedus, ar pezh a aesaas kemeridigezh ar galloud gant ar samurai : e-tro ar bloaz 1000, ar gouarnamant ne ouie mui skeiñ moneiz, a oa o vont da get tamm-ha-tamm, o rediañ an dud da eskemm dre drokañ riz ha traoù all.[12]

Dre ma voe dic'houest ar c'hlann Fujiwara, a rene ar vro de facto, da zerc'hel ur gêrreizh e ratre e voe mui-ouzh-mui a laeron o preizhañ ar veajourion. Pan ae an dud war baouraat ez ae ar vrientinion hag ar gloer voudaat war binvidikaat, skoazellet ma vezent gant ar reizhiad shōen — alese moarvat diorroadur an arzoù-kaer.[12],[15]

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavet-mat eo "Oadvezh Aour" ar Marevezh Heian e Japan a-vremañ, dave a vez graet dezhañ e festivalioù, manga, anime, stiradoù skinwel, c'hoarioù video hag all.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (ja) マイペディア―小百科事典 mai pedia – ko hakkajiten "Ma fedia – Holloueziadur bihan". Tokyo : Heibonsha, 1996 (ISBN 978-4-582-09631-6)
  • Abe, Ryūichi. The Weaving of Mantra — Kūkai and the Construction of Esoteric Buddhist Discourse. New York : Columbia University Press, 1999 (ISBN 978-0-231-11286-4)
  • Alchon, Suzanne Austin. A Pest in the Land: New World Epidemics in a Global Perspective. Albuquerque : University of New Mexico Press, 2003 (ISBN 978-0-8263-2871-7)
  • Collins, Randall. An Asian Route to Capitalism: Religious Economy and the Origins of Self-Transforming Growth in Japan. In : American Sociological Review, Levrenn 62, niv. 6, Kerzu 1997, pp. 843-865.
  • Farris, William Wayne. Japan to 1600: A Social and Economic History. Honolulu : University of Hawaii Press, 2009 (ISBN 978-0-8248-3379-4)* Henshall, Kenneth. A History of Japan: From Stone Age to Superpower. London : Palgrave Macmillan, 2012 (ISBN 978-0-230-34662-8)
  • Kitagawa, Joseph M. Religion in Japanese History. New York : Columbia University Press, 1966 (ISBN 978-0-231-02838-7)
  • Morris, Ivan (964). The World of the Shining Prince – Court Life in Ancient Japan. New York : Vintage Books, 2013 (ISBN 978-0-345-80390-0)
  • Perez, Louis G.. The History of Japan. Westport : Greenwood Press, 1998 (ISBN 978-0-313-30296-1)
  • Sansom, George. A History of Japan to 1334. Stanford : Stanford University Press, 1958 (ISBN 978-0-8047-0523-3)
  • Slade, Toby. Japanese fashion : A Cultural History. Oxford : Berg Publishers, 2009 (ISBN 978-0-85785-145-1)
  • Totman, Conrad. A History of Japan. Malden : Wiley-Blackwell, 2014 (ISBN 978-1-119-02235-0)
  • Weinstein, S.. Aristocratic Buddhism. In ': 'The Cambridge History of Japan – Volume 2: Heian Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1999 (ISBN 978-0-521-22353-9)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) {(ja) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 13/01/2022.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Sansom, 1958.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Henshall 2012
  3. 3,0 ha3,1 McCullough 1999.
  4. Meyer 2012.
  5. Alchon 2003
  6. 6,0 6,1 6,2 ha6,3 Totman, 2014
  7. Perez, 1998.
  8. Takeuchi 1999.
  9. Farris, 2009
  10. 10,0 ha10,1 Kitagawa, 1966.
  11. Weinstein, 1999.
  12. 12,0 12,1 12,2 ha12,3 Morris, 1964.
  13. Abe, 1999
  14. Toby, 2009
  15. Collins, 1997.


Flag of Japan.svg 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける Flag of Japan.svg